• Brezhoneg

Porzhierezh : ul lec’h degemer nevez digor d’an holl !

Degemer Neventioù Neventioù

Porzhierezh : ul lec’h degemer nevez digor d’an holl !

Porzhierezh : ul lec’h degemer nevez digor d’an holl ! Porzhierezh : ul lec’h degemer nevez digor d’an holl !
Le 18/03/2019 • Mis à jour le 20/03/2019 | 12h21

Kemperiz, vakañsourien, kendalc’hidi ha beajourien a c’hall tennañ o mad eus ur servij flamm-flimmin lakaet war-sav gant an tolpad : ar borzhierezh, lec’hiet e straed ar Geoded e kreiz-kêr Kemper.

El lec’h-se e vez kinniget servijoù pleustrek (titouroù, bagajerezh, privezioù pe c’hoazh un daol-mailhuriñ) evit degemer gwelloc’h ar weladennerien e Kemper Breizh Izel.

Emañ ar borzhierezh e-barzh strategiezh an tolpad a-fet an touristerezh ha dont a ra da greñvaat ar servijoù kinniget gant Ti an Douristed.

Servijoù a bep seurt evit ar weladennerien

Er borzhierezh ez eus privezioù evit ar baotred hag evit ar merc’hed, hag ul lec’h evit ar bagigoù ivez gant un daol-vailhuriñ. Gallout a ra ar weladennerien tennañ o mad eus ur servij evit fiziañ o fakadoù da c’hortoz. Ur c’hombod warn-ugent a vez kinniget d’an dud, gant ma paeint 2€ evit un devezh .

Ma vez ezhomm e c’hall ar weladennerien ober o mad eus al lec’h ivez evit pellgargañ o foellgomzer pe o zablezenn.

Ingalerien emgefre a vo staliet a-benn nebeut da sikour ar veajourien : lienennoù, boutailhadoù dour, reizhoù gwriat, aotennoù ha pourvezioù all.

Prizioù ar Borzhierezh

Mont d’ar privezioù : 0,5 €

Fizlec’h evit ar pakadoù : 2 € an devezh dre gombod

Un oberiadenn gant Kemper Breizh Izel

E kêr-benn Kerne ez eus ul lanv bras a weladennerien, dreist-holl e-pad an hañv ha da-geñver ar gouelioù dibenn-bloaz. Evit kreñvaat dedennusted kalonenn istorel ar c’hreiz-kêr ha gwellaat degemer ar weladennerien he deus bet c’hoant Kemper Breizh Izel da ziorren servijoù nevez ha digeriñ a ra he forzhierezh.

Prevez eo an darn-vrasañ eus ar porzhierezhioù ha kinnig a reont d’an dud prevez servijoù evit ar vuhez er gêr. Dibar eo porzhierezh Kemper Breizh Izel avat : merañ al lec’hioù, an degemer hag ar c’hempenn a vo fiziet en ur pourchaser prevez met paeet e vo ar feurm hag an aveadurioù gant an tolpad. Setu perak eo publik ar servijoù hag emañ ar borzhierezh e-barzh strategiezh an tolpad a-fet an touristerezh.

Diskouezet e vo pelec’h emañ porzhierezh ar c’hreiz-kêr gant panelloù-heñchañ a-hed an hent a gas da Di an Douristed, adalek antreoù pennañ ar gêr.

Informations pratiques

  • 7 straed ar Geoded, Kemper
  • Eurioù digeriñ : digor eus 10e da 8e dizehan bemdez eus ar 1añ a viz Mezheven betek an 30 a viz Mezheven (uhelamzer)/ eus 10e da 6e30 dizehan bemdez (izelamzer) / Ar frapadoù eurioù a c’hallo bezañ astennet pa vo abadennoù festus dreistordinal.