• Brezhoneg

Troioù-bale war MTB : emañ ar sturlevr nevez o paouez dont er-maez

Degemer Neventioù Neventioù

Troioù-bale war MTB : emañ ar sturlevr nevez o paouez dont er-maez

Troioù-bale war MTB : emañ ar sturlevr nevez o paouez dont er-maez Troioù-bale war MTB : emañ ar sturlevr nevez o paouez dont er-maez
Le 20/03/2019 • Mis à jour le 20/03/2019 | 12h27

Gant embannadur nevez ar sturlevr « Baleit war MTB » e c’halloc’h gwelet an troioù-bale a zo d’ober a-hed 350 kilometr war dachenn Kemper Breizh Izel hag e kumun Fouenant-An Inizi Glenan.

Troioù-bale war MTB Troioù-bale war MTB : emañ ar sturlevr nevez o paouez dont er-maezE stumm ur c’hodellig akomod-kaer eo ar sturlevr. Enni ez eus 17 fichenn evit an 19 baleadenn, sed 350 kilometr a droioù-bale war MTB, balizennet, eus ar re aes-kenañ (gwer) d’ar re diaes-kaer (du).

Pleget eo pep fichenn e teir lodenn. Diskouez a ra ar valeadenn, pegen diaes eo, pet kilometr zo enni, ha tres an hent gant ar sav-disav anezhañ. Gwelet a reer ivez pegeit e pad well-wazh. El lodenn diabarzh e adkaver an tres war ur foñs kartenn IGN er vent A4. Merket eo al lec’hioù dudius gant testennoùigoù ha poltredoù.

Gouzout a reoc’h pep tra diwar-benn ar chapelioù hag o istor, geologiezh al lec’hioù, al loened pe ar plant.

War ar roll :

  • pemp baleadenn adalek Kemper (park sportoù ha dudi Krec’h Gwenn),
  • peder adalek an Erge-Vras (kreizenn-sport Kroaz Spern),
  • div adalek Landudal (bod-arsav),
  • unan adalek Langolen,
  • div adalek Plogoneg (sal sokiosevenadurel L'Arpège),
  • div adalek Ploveilh (parklec’h Prad Gwaien)
  • hag unan adalek Pluguen.

Er sturlevr e kavoc’h ivez div valeadenn e kumun Fouenant.

Ar valeadenn niverenn 5, « Torgennoù Kemper », eo an hini nemeti a gonter da ziaes-kenañ. Adkemer a ra lodennoù « gwellañ » ar baleadennoù 1, 2, 3 ha 4, hag ober ur boukl en-dro da Gemper. Ganti e c’hallit ober anaoudegezh gant kêr hag he istor a-hed 39,2 kilometr poanius-kaer.

Gant ar 600 metr sav-disav a zo er valeadenn-se ez eo miret honnezh evit ar re arroutet-mat war an MTB. Dre chañs ez eus kalz a valeadennoù en aezamant ar braz eus an dud. An niverenn 1, da skouer, « Keradeneg ». Sed aze ur valeadenn vrav hag a c’haller ober gant ar familh, er su da Gemper, evit gwelet bae Kerogan, stankenn Sant-Laorañs ha karter ar Bradenn.

Bale evit ober sport pe bezañ gant e familh, pep hini a gavo e blijadur war velo.

Pelec’h prenañ ar sturlevr ?

Er greizenn MTB-KF Belo « Traoñienn an Oded ». Eno e kavoc’h titouroù, kuzulioù fur, hag ul lec’h-gwalc’hiñ evit ho pelo zoken. Prenet e c’hall bezañ ivez e ti an douristed Kemper Kerne hag e tiez-kêr zo, en tolpad-kêrioù.

Priz : 5 euro.

Kreizenn MTB- KF Belo « Traoñienn an Oded » : 159 Boulouard Krec'h Gwenn - Pgz 02 98 52 00 81 - contact@vttenfinistere.fr - vttenfinistere.fr