• Brezhoneg

Doareoù diwall : an ESM a zeu da vezañ an Erlec’hioù bugaligoù

Degemer Neventioù Neventioù

Doareoù diwall : an ESM a zeu da vezañ an Erlec’hioù bugaligoù

Doareoù diwall : an ESM a zeu da vezañ an Erlec’hioù bugaligoù Le relais petite enfance Est à Ergué-Gabéric.Photo : Pascal Pérennec
Le 29/08/2019 • Mis à jour le 29/08/2019 | 16h39

Goude treuzkas ar gefridi Bugaligoù eus ar c’humunioù da Gemper Breizh Izel, an ESM (Erlec’hioù skoazellerezed-mamm), a zeu da vezañ Erlec’hioù Bugaligoù (EB). Un degemer unik krouet evit aesaat difraeoù ar gerent yaouank.

Enskrivañ el liesdegemer : un degemer unik

Tri Erlec’h Bugaligoù a zo bremañ war dachenn ar pevarzek kumun a zo er c’horn-bro. E Brieg, en Erge-Vras hag e Kemper emaint. Kustum a ra ar servij-kumuniezh nevez-mañ heñchañ, kuzuliañ ha sikour ar gerent hag ar re da zont pa vezont o klask an doare diwall an tostañ d’o ezhommoù.

Ur respont personelaet hag a ginnig an holl zoareoù a vez kinniget dezho : skoazellerez-vamm, liesdegemer pe c’hoazh diwall bugale er gêr. Erlec’h Bugaligoù a zo ivez ul lec’h degemer unik evit difraeoù enskrivañ el liesdegemer. Aesaat a ra ar servij-mañ hentad ar gerent a-drugarez d’un degemer e karg hollek.

Un dibab ostilhoù evit ar skoazellerezed-mamm

Desaverezed-dave an Erlec’hioù-mañ a zo ivez kendivizerezed evit tud a vicher hag a ra war-dro ar vugaligoù. Kinnig a reont eta meur a venveg disheñvel d’ar skoazellerezed-mamm : atalieroù diforfilañ, ur c’hoariaoueg, ul levraoueg, prezegennoù war temoù micherel ha bugaligoù. Heñchet e vezont gant ar skipailh pa vezont oc’h ober enklaskoù war ar stummadurioù ha kinniget e vez ingal dezho lec’hioù ha prantadoù evit komz kenetrezo war ar vicher skoazellerez-vamm ha war o fleustroù micherel.

ES Kornôg e Kemper

Hemañ a zo ivez evit kumun Pluguen, Ploneiz, Ploveilh, Plogoneg, Lokorn ha Gwengad.

Degemer war emgav

  • Pluguen/ Ploneiz : d’ar Meurzh d’an abardaez
  • Ploveilh/Plogoneg/Lokorn : d’ar Yaou d’an abardaez
  • Gwengad : d’ar Gwener d’an abardaez
  • Kemper : eus al Lun d’ar Gwener

Pgz 02 98 98 86 50 – rpe@quimper-bretagne-occidentale.bzh

Degemer hep emgav e Kemper

  • Ti an Holl en Erge-Vihan, d’ar Meurzh 9e /12e
  • TYS Kerfeuteun, d’ar Yaou 2e30 gm/5e30gm
  • Pol Bugaligoù Penharz, d’al Lun 10e/12e

Pgz 02 98 98 86 51 – rpe.ouest@quimper-bretagne-occidentale.bzh

ES Reter

N’eo nemet evit kumun an Erge-Vras

Degemer war emgav er Pol Bugaligoù en Erge-Vras

4, straed Pêr-Jakez Heliaz

D’ar Meurzh ha d’ar Yaou 2e gm/6e gm

D’ar Merc’her ha d’ar Yaou 9e/12e

Pgz 02 98 90 53 89 – rpe.est@quimper-bretagne-occidentale.bzh

ES Hanternoz Brieg

Hemañ a zo ivez evit kumun Landudal, Langolen, Edern, Landrevarzeg ha Kemeneven.

Degemer war emgav e Ti ar Yaouankiz e Brieg

Straed Jules Ferry - d’an abardaez hepken (Lun, Meurzh, Yaou)

Pgz 02 98 57 77 47 – rpe.nord@quimper-bretagne-occidentale.bzh