• Brezhoneg

Kirri tredan : adkargañ war an domani foran

Degemer Neventioù Neventioù

Kirri tredan : adkargañ war an domani foran

Kirri tredan : adkargañ war an domani foran En unnek kumun eus an tolpad-kêrioù ez eus bonnoù-adkargañ evit ar c’hirri tredan. Luc’hskeudenn : Pascal Perenneg
Le 04/10/2019 • Mis à jour le 04/10/2019 | 13h46

Kreskiñ a ra ervat an doareoù mont-ha-dont a saotr nebeutoc’h evel ar c’hirri tredan, hag ar c’hresk eus niver ar bonnoù-kargañ a sikour ar prenadennoù anezho.

Sindikad-departamant an energiezh hag an aveadur e Penn-ar-Bed (SdeP) a ginnig diskoulmoù poellek evit adkargañ ar c'hirri gant ur servij emdroüs hag aes da implijout evit ar braz eus an dud, gant 209 bonn (21 bonn war dachenn Kemper Breizh Izel).

En unnek kumun eus an tolpad-kêrioù ez eus bonnoù-adkargañ reizh (div eurvezh evit ur c’harr kêrioù) hag unan anezho o kargañ buan e leur-genweturañ Park Poullig (45 munutenn).

Unnek lec’h zo e Kemper (24 flas), hag implijet e oant bet 1214 gwech etre miz C’hwrevrer ha miz Kerzu 2018 (Park Poullig, ar Rezistañs, Rouget-de-Lisle, hag an Tourbi, a zo 65% anezho eus ar c’hevreadurioù).

Koustañ a ra 20 santim ar c’hilowatt, da lavaret eo 8 euro evit peurgargañ ur c’harr kêrioù.