• Brezhoneg

Kerlig : krog eo al labourioù

Degemer Neventioù Neventioù

Kerlig : krog eo al labourioù

Kerlig : krog eo al labourioù Labourioù kentañ e takad Kerlig. Luc’hskeudenn : Pascal Perenneg
Le 10/10/2019 • Mis à jour le 10/10/2019 | 15h43

Ar c’havr-houarn gentañ a grogo da labourat e miz Du e takad Kerlig, e norzh Kemper. War 32 hektar e vo savet, en un tu, klinikenn genwarez Breizh-Izel (a vo digoret e miz Kerzu 2021), hag en un tu all, obererezhioù a denn d’ar yec’hed.

Klinikenn nevez ar strollad Hospi Grand Ouest, hag a vodo ar glinikenn Sant-Mikael, hini Santez-Anna hag al liesklinikenn Kemper-Su (420 den a vicher en holl hiziv), a ginnigo daou-c’hant a weleoù hag a blasoù hag a zlefe degemer 29 000 klañvour bep bloaz. C’hwec’h embregerezh warn-ugent, en o zouez daou warn-ugent eus Breizh, a gemer perzh el labourioù.

Ur greizenn lunerezh mezegel, un ti-kuzuliañ (hanter-kant medisin) hag ul leti-preti a vo savet e-kichen.

En un takad ken bras all (10 hektar) e vo un dachenn natur gwarezet, hag ar wenodenn-vale BH 38 a dremen drezañ a vo dalc’het.

E gwerzh eo lakaet an trede takad : Kemper Breizh Izel a werzh tachennoù evit ma teuio d’en em staliañ medisined, klañvdiourien, lezvezeien, arnodvaoù, frammoù arbennik, kevredigezhioù, kevredadoù servijoù, ha kement zo.