• Brezhoneg

Ur skourr eus Kreizenn vroadel an arzoù hag ar micherioù digoret e Kemper

Degemer Neventioù Neventioù

Ur skourr eus Kreizenn vroadel an arzoù hag ar micherioù digoret e Kemper

Ur skourr eus Kreizenn vroadel an arzoù hag ar micherioù digoret e Kemper O.Faron, pennverour an SBam, L. Jolivet, prezidant Kemper Breizh Izel, maer Kemper, C. Saunier, maer kozh Sant-Brieg, prezidant kevredigezh merañ an SBam hag M. Guéguen, prezidant KMA Penn-ar-Bed. Luc’hskeudenn : Kemper Breizh Izel/ Lionel Flageul
Le 17/10/2019 • Mis à jour le 17/10/2019 | 15h12

Abaoe an distro-skol ez eus ur skourr eus Kreizenn vroadel an arzoù hag ar micherioù e Kemper, e-barzh Kambr ar micherioù hag an artizanerezh.

An dud deuet a heuilh pellstummadurioù an SBAM dija, a c’hell tremen an arnodennoù e Kemper neuze pe heuliañ kentelioù ouzhpenn zoken. Ouzhpenn 600 stummadur berr a vez kinniget gant SBAM Breizh hag evit an darn vrasañ anezho int degemeret gant ar gont stummañ personel (KSP) gant prizioù digresket, gant sikour ar Rannvro. Gant ar mont en-dro dre voduloù e c’hell ar stajidi, ar re a labour dreist-holl, gwiriekaat barregezhioù resis pe daspugn moduloù tamm-ha-tamm betek kaout unan eus ar 105 diplom degemeret ha kinniget gant an SBAM. Liesseurt eo an danvezioù micherel : ur c’hard anezho pe un tammig ouzhpenn zo liammet ouzh bed an niverel dre vras, lod all ouzh ar gontouriezh hag ar merañ, ar c’hoskor hag ar reoliñ, pe c’hoazh, traoù arbennikoc’h, evel an elektronegezh, ar gounezvouederezh, klevedoniezh ar savadurioù.

Digor eo bremañ an enskrivadurioù er stummadurioù, a gomañso e penn-kentañ miz C’hwrevrer.

Titouroù pleustrek

https://www.cnam-bretagne.fr