• Brezhoneg

Aerborzh : Chalair a raio war-dro al liammoù etre Kemper hag Orly

Degemer Neventioù Neventioù

Aerborzh : Chalair a raio war-dro al liammoù etre Kemper hag Orly

Aerborzh : Chalair a raio war-dro al liammoù etre Kemper hag Orly An aergevredad Chalair a raio war-dro al liammoù etre aerborzh Kemper ha hini Pariz-Orly. Luc’hskeudenn : Kemper Breizh Izel/Pascal Perenneg
Le 04/11/2019 • Mis à jour le 04/11/2019 | 15h36

Emañ Kuzul-rannvro Breizh o paouez dibab an aergevredad Chalair d’ober war-dro an nijadennoù etre aerborzhioù Kemper ha Pariz-Orly.

Adkregiñ a raio an nijadennoù d’ar 25 a viz Du ha kerkent hag an 11 a viz Here d’an diwezhatañ e c’hallo bezañ miret ar bilhedoù, gant tri mont-dont pemdeziek eus al Lun d’ar Gwener (e-maez ar vakañsoù-skol), ur mont-dont d’ar Sadorn vintin ha daou d’ar Sul. Beajet e vo e-bourzh un ATR 72, ur c’harr-nij turboerlusker 70 plas (gant biñsoù-tro) anezhañ.

Ober a raio an aergevredad Chalair war-dro an nijadennoù e-pad pevar bloaz da-geñver an endalc’h a servij publik ac’hantaouet bep bloaz betek 3,5 milion a euroioù gant ar galloudoù publik (ar Stad, ar Rannvro, Kemper Breizh Izel ha strollegezhioù all eus Penn-ar-Bed).