• Brezhoneg

Deskadurezh uhel: reiñ lañs da « Gampus Kemper »

Degemer Neventioù Neventioù

Deskadurezh uhel: reiñ lañs da « Gampus Kemper »

Deskadurezh uhel: reiñ lañs da « Gampus Kemper » Kampus Kemper
Le 16/12/2019 • Mis à jour le 18/12/2019 | 11h04

Deskadurezh uhel : Kemper Breizh Izel a ro lañs d’ar merk « Kampus Kemper ».

Ar Saloñs Studyrama, d’ar Sadorn 23 a viz Du e Tachenn an Diskouezadegoù Kemper Kerne, a oa bet un abadenn bouezus evit reiñ lañs d’ar merk Kampus Kemper.

An deskadurezh uhel zo un dra hollbouezus e raktres ar gumuniezh. Kemper Breizh Izel zo ur vro neveziñ hag enklask, ha dedennus-kenañ eo evit an embregerezhioù. Ret eo diskouez ur skeudenn lañsus ha nevezus a-fet an deskadurezh uhel.

Evel-se ez eus bet krouet gant Kemper Breizh Izel un neuz c’hrafek kreñv ha dibar « Kampus Kemper ». Ur bromesa eo a-fet ar galite, ha lorc’h zo enni o tiskouez he gwriziennoù breizhek. Pal ar merk eo :

- Kas war-raok kinnigoù stummadurioù uhel ha micherel

- Lakaat war wel modernelezh ar c’hinnigoù skolveuriek

- Perc’hennañ ur merk evit krouiñ un hollad diforc’h, dibar ha kreñv e servij ur youl

- Talvoudekaat ar c’hinnig dibar e brezhoneg ha diskouez eo stag ar c’horn-bro ouzh e sevenadur

Ur garta emezelañ

Kinnig a reer d’ar skolioù deskadurezh uhel hag ivez da gevredigezhioù studierien ar skolioù-se emezelañ ouzh ar garta Kampus Kemper.

Ar garta-se a resisa an talvoudoù boutin ha dougen a ra ar gevelerien da gas anezho war-raok en ur lakaat ar merk war o skoroù kehentiñ.

Choazet he deus Kemper Breizh Izel lakaat ar merk-se war wel war skoroù a bep seurt skignet ganti e-touez an dud a glasker tizhout da-geñver emgavioù publik : saloñsoù, abadennoù dorioù digor ha kement zo…

luc’hskeudennoù eus ar varc’hadourezh : seier, bloc’hoù, troioù-gouzoug, pegsunioù luc’hskeudennoù eus ar varc’hadourezh : seier, bloc’hoù, troioù-gouzoug, pegsunioù