• Brezhoneg

Yac’h gant ar brezhoneg ! Dibabit an deskadurezh e brezhoneg !

Degemer Neventioù Neventioù

Yac’h gant ar brezhoneg ! Dibabit an deskadurezh e brezhoneg !

Yac’h gant ar brezhoneg ! Dibabit an deskadurezh e brezhoneg ! E miz Meuzh eo digor ar skolioù divyezek
Le 10/03/2020 • Mis à jour le 10/03/2020 | 17h02

Miz Meurzh, mizvezh ar brezhoneg, aozet war atiz Rannvro Breizh abaoe un nebeud bloavezhioù zo, zo un digarez evit penngaserien an deskadurezh brezhoneg e tolpad-kêrioù Kemper, da gas ur c’houlzad kelaouiñ en-dro ha da vroudañ hentadoù deskiñ disheñvel.

Ar c’houlzad-mañ, anvet « Yac’h gant ar brezhoneg, Dibabit an deskadurezh e brezhoneg ! » zo frouezh ur c’henlabour etre Ti ar Vro Kemper, Kuzul-departamant Penn-ar Bed hag Ofis Publik ar Brezhoneg.

Petra eo dibarder ar c’hlasoù divyezhek galleg/brezhoneg ?

En Akademiezh Roazhon eo posupl d’ar gerent dibab un deskadurezh divyezhek evit o bugel pe o bugale er skolioù publik.

Bez’ ez eus klasoù ma vez kinniget un deskadurezh par-ouzh-par brezhoneg-galleg.

Un divyezhegezh abred a vez lakaet da dalvezout er c’hlasoù divyezhek, sikouret gant an div yezh a vez graet ganto bemdez evel binvioù kehentiñ ha deskiñ, disheñvel diouzh ar stignad deskiñ un tamm brezhoneg ma rakweler un eurvezh bep sizhun.

Digor eo ar c’hlasoù-se da holl skolidi ar gumun pe ar c’humunioù tro-dro ma ne vez ket kinniget seurt deskadurezh en o skolioù publik. Ne vez ket dalc’het kont eus al lec’h annez.

Niverus eo ar skolidi a zeu eus familhoù ma ne gomzer ket brezhoneg, hag a zeu a-wechoù eus rannvroioù pe broioù all. N’eo ket dav d’ar gerent gouzout brezhoneg met dav eo d’ar skolidi bezañ skoliatet en hentad a-raok ar c’hKP.

Estreget en deskadurezh publik ez eus skolioù all hag a ginnig deskiñ brezhoneg. Bez’ ez int ar skolioù kevredigezhel Diwan (reizhiad dre soubidigezh) ha klasoù divyezhek an Deskadurezh katolik.

Pelec’h kavout ur c’hinnig deskadurezh divyezhek e Kemper ?

A-fet an niver a skolidi, Kemper eo an eil kêr e Breizh goude Roazhon gant 743 bugel skoliataet en hentadoù divyezhek en holl. Gant ur feur 7,4% a skolidi divyezhek er c’hentañ derez emañ e Kemper ar feur uhelañ e-touez an 10 kêr vrasañ eus Breizh.

An tri hentad deskiñ divyezhek er c’hentañ derez e Kemper zo :

- 2 skol bublik : skol Jacques Prévert ha skol Yves ar Mañcheg (digoret e 2019)

- 1 skol gatolik : skol Sant Rafael - Sant Charlez

- 2 skol Diwan : skol Kerfeuteun ha skol Penharz – un 3e skol a zigoro e Krec’h Gwenn a-benn distro-skol miz Gwengolo 2020.

Kenderc’hel a reer gant an deskadurezh divyezhek en eil derez betek al lise er publik ha betek ar skolaj er rouedad Diwan hag en Deskadurezh katolik.

Dorioù digor a vo er skolioù divyezhek e bro Kemper e miz Meurzh

Pedet eo ar familhoù dedennet da lakaat anv o bugel en ur skol divyezhek da zont d’an devezhioù dorioù digor kinniget e miz Meurzh. Deuit ‘ta da welet anezho !

- Skol bublik Jacques Prévert - 30, straed Henri Dunant - Kemper - 02 98 95 31 67 – D’ar 14 a viz Meurzh -10e – 12e

- Skol bublik Yves ar Mañcheg - 75, straed an Douar Du – Kemper- 02 98 55 74 20 D’ar 14 a viz Meurzh -10e – 12e

- Skol Diwan Penharz - 5, straed Vande – Kemper

- Skol Diwan Kerfeunteun - 25, straed Kervoger – Kemper - 02 98 95 18 07 - D’an 13 ha d’an 20 a viz Meurzh - 1e30 – 5e30 gm

- Skol bublik Youenn Gergelenn -Straed ar Vuzid – Brieg- 09 60 51 73 54 - D’an 21 a viz Meurzh – 10e – 12e

- Skolaj publik Aogust Brizeug - 8, Straed Bourlibou – Kemper- 02 98 55 39 27- D’ar 6 a viz Meurzh - 4e30 gm

- Lise publik Aogust Brizeug - 6, straed Straed Bourlibou – Kemper - 02 98 55 38 47 - D’ar 7 a viz Meurzh - 9e – 12e

- Skol bublik Lestonan - 1 straed ar Menez – An Erge-Vras s–02 98 59 62 13 - D’an 21 a viz Meurzh- 10e – 12e