• Brezhoneg

Covid-19 : digor eo ar greizenn vaksinañ e Kemper

Degemer Neventioù Neventioù

Covid-19 : digor eo ar greizenn vaksinañ e Kemper

Covid-19 : digor eo ar greizenn vaksinañ e Kemper Covid 19 : vaksinañ
Le 16/01/2021 • Mis à jour le 21/01/2021 | 10h37

Digeriñ ur greizenn vaksinañ zo bet kinniget da Ajañs rannvroel ar Yec’hed (ARY) e Breizh gant kêr Gemper. Ar greizenn-se zo e-touez an 9 c’hreizenn gentañ staliet gant ar Stad. Rankout a ra respont da holl ezhommoù tolpad-kêrioù Kemper Breizh Izel hag an diazad bevañ.

Pelec’h e c’haller bezañ vaksinet ?

Digoret e vo ar greizenn vaksinañ d’ar Meurzh 19 a viz Genver 2021 e Ti ar C’hevredigezhioù Pierre-Waldeck Rousseau – 1 alez an Aotrou Jean-René Kalloc’h – 29000 Kemper (s.o ar gartenn amañ dindan).

Adalek ar Meurzh 19 a viz Genver, da 10e, ez ay ar greizenn en-dro, ha war-lerc’h eus al Lun d’ar Gwener etre 10e ha 12e hag etre 1e 30 ha 4e (war emgav hepken).

Voir l'image en grand

Piv a c’hell bezañ vaksinet enni ?

Adalek an deiz-se, hag hervez strategiezh ar gouarnamant, e vo digor ar vaksinañ d’an dud ouzhpenn 75 vloaz ha d’ar re tapet gant kleñvedoù grevus (da gavout war al lec’hienn : https://www.sante.fr/centres-vaccinationcovid. html

Penaos bezañ vaksinet ?

Kenurzhiet eo ar vaksinañ gant servijoù ar Stad a-gevret gant ar gevredigezh Unvaniezh lec’hel evit ar yec’hed e bro Kemper.

Dre emgav hepken eo aozet ar vaksinañ war al lec’hienn sante.fr pe dre bellgomz, d’an niverenn vroadel 0 800 009 110 pe d’an niverenn-departamant 08 05 69 07 82.

Ar vaksinañ a vez graet e 4 prantad ha padout a ra 20 munut dre vras : (1) marilhadur, (2) kuzuliadenn, (3) vaksinañ, (4) arselladenn

Engouestl Kêr

Kêr Gemper he deus bodet he nerzhioù abaoe deroù ar sizhun evit staliañ ar greizenn vaksinañ, gant skipailhoù ha dafar teknikel an ti-kêr. E-se eo bet kempennet al lec’hioù ha binvioù urzhiataerezh zo bet roet da vichereien ar yec’hed evit aesaat o labour. Advagad ar gumun a vo ouzh ar stern war al lec’h ivez evit ober war-dro ar c’hefridioù lec’haveiñ da warantiñ un degemer a-feson d’an dud a zeuio da vezañ vaksinet. Panelloù zo bet staliet evit aesaat d’an dud dont betek ar greizenn.

Hor strollegezh zo aze evit kenlabourat gant an holl oberourien e karg abalamour da c’hallout vaksinañ buan an holl annezidi.