Kemper Breizh Izel a ro lañs d’e Raktres evit ar Boued en Tiriad

Degemer Neventioù Neventioù

Kemper Breizh Izel a ro lañs d’e Raktres evit ar Boued en Tiriad

Kemper Breizh Izel a ro lañs d’e Raktres evit ar Boued en Tiriad Kemper Breizh Izel a ro lañs d’e Raktres evit ar Boued en Tiriad Luc’hskeudenn evit skeudennaouiñ
Le 15/02/2021 • Mis à jour le 15/02/2021 | 09h32

Krog eo Kemper Breizh Izel gant un argerzh evit diorren ur Raktres evit ar Boued en Tiriad (RBT) en he c’horn-bro. Pal ar raktres-se eo kinnig ur boued yac’h, dizañjer ha padus d’an holl, ken d’ar vevezerien hiniennel ken d’ar pretioù stroll.

Al labour kentañ e vo krouiñ ur poellgor leviañ ennañ oberourien a bep seurt an tiriad : produerien, treuzfurmerien, dasparzherien, kevredigezhioù, bevezerien, kambroù koñsulel, strollegezhioù tiriadel, servijoù ar Stad… Ar pal : sevel ur gwir argerzh tiriadel.

Goude un diagnostik da c’houzout petra eo produadur al labour-douar lec’hel hag an ezhommoù boued en tolpad-kêrioù, e vo savet ur steuñv ober evit gallout aesoc’h kaout boued a-feson, a-drugarez d’ur c’henlabour etre an holl oberourien. Obererezhioù war verr pe war hir dermen a vo kinniget neuze.

Gant an RBT e c’haller reiñ ur framm strategel hag oberiant d’an obererezhioù a-fet ar boued, da respont da gudenn ar gwriziennañ en tiriad war an dachenn sokial, hini an endro hag an ekonomiezh : frammañ ha kreñvaat ar filierennoù produiñ lec’hel (krouiñ ur c’helc’hiad gounit legumajoù) ; skoazell d’al labourerien-douar d’en em staliañ ; stourm ouzh ar foranañ boued ; talvoudekaat ar glad…

An argerzh-se a respont dreist-holl da redioù al lezenn Egalim, a laka palioù sifret evit ma vo kinniget boued bio ha/pe boued a dalvoudegezh uhel a-fet an endro er pretioù-skol.