• Brezhoneg

Mediaouegoù ha Ti ar Vro Kemper : Ur c’henlabour hag a dalvez bepred evit ma vo aesoc’h kavout al levrioù brezhonek

Degemer Neventioù Neventioù

Mediaouegoù ha Ti ar Vro Kemper : Ur c’henlabour hag a dalvez bepred evit ma vo aesoc’h kavout al levrioù brezhonek

Mediaouegoù ha Ti ar Vro Kemper : Ur c’henlabour hag a dalvez bepred evit ma vo aesoc’h kavout al levrioù brezhonek Mediaouegoù ha Ti ar Vro Kemper
Le 14/05/2021 • Mis à jour le 14/05/2021 | 16h48

Abaoe ma oa bet fiziet e levraouegad e mediaoueg Kemper e 2016 e kendalc’h ar gevredigezh « Ti ar Vro » da greskiñ ingal an dalc’had teulioù-se.

Gant Ti ar Vro e vez dibabet ha prenet levrioù hag a vez lakaet en dalc’had. Ur c’hant levr bennak a oa en degasadenn diwezhañ a zo bet graet nevez zo gant ar gevredigezh. En holl ez eus ouzhpenn 2 800 levr prestet gant Ti ar Vro en deiz hiziv hag a c’haller amprestañ er vediaoueg Alain Gérard.

Gallout a reer lenn an teulioù-se er sal « Glad ha Kerne » a zo en estaj 1 ar vediaoueg Alain Gérard ha gwelet anezho e roll ar mediaouegoù war ar Genrouedad. Gallout a reer eta mirout anezho ha lakaat anezho da zont d’al levraoueg an tostañ d’e di.

Gallout a reer ivez kavout levrioù pe teulioù brezhonek en estell « yezh » pe « yaouankiz » ar mediaouegoù. 1 700 daveenn zo en dastumadoù teulioù evit an dud deuet, ouzhpenn 870 daveenn zo evit ar re yaouank.

Kement ha degas da soñj

Lec’hienn Genrouedad ar mediaouegoù dre ar moned « E Brezhoneg » ha 3 doare da dizhout anezho : « Brezhoneg Oadourien / Brezhoneg Yaouankiz / Ti Ar Vro . Drezo e c’hall an dud ober enklaskoù en un doare resisoc’h (dre lec’h, dre rumm, dre astell, …), klask ha kavout teulioù. Gant lec’hienn, rouedadoù sokial ha chadenn YouTube ar mediaouegoù e vez kinniget un dibab a bep seurt danvezioù brezhonek pe en-dro da sevenadur Breizh, e galleg hag e brezhoneg : lennadennoù, dibaboù teulioù, kronikennoù e kenlabour gant Radio Kerne…