• Brezhoneg

Atoud sport ! Vakañsoù an Hollsent : eus an 23 a viz Here d’ar 7 a viz Du

Degemer Neventioù Neventioù

Atoud sport ! Vakañsoù an Hollsent : eus an 23 a viz Here d’ar 7 a viz Du

Atoud sport ! Vakañsoù an Hollsent : eus an 23 a viz Here d’ar 7 a viz Du Distreiñ a raio Atoud Sport eus an 21 a viz Here d'ar 7 a viz Du
Le 13/10/2021 • Mis à jour le 14/10/2021 | 09h58

Kinniget gant Kemper Breizh Izel ez eo Atoud Sport ur formulenn evit dizoleiñ obererezhioù sportel, sevenadurel pe skiantel war diriad tolpad-kêrioù Kemper e-doug ar vakañsoù skol (nemet e-pad vakañsoù Nedeleg). Gouestlet eo d’ar vugale, d’ar grennarded ha, evit abadennoù ‘zo, d’an dud deuet. A-drugarez dezhi e vez tu kaout un tañva eus 30 obererezh bennak gant prizioù dedennañ.

E-pad vakañsoù an Hollsent e c’hallo bezañ cheñchet roll an obererezhioù hervez ar saviad yec’hedel. Gallout a raio cheñch ivez aozioù pleustr an obererezhioù sport ha dudi hervezañ. Gant-se e vez kuzuliet da sellet eus ar c’hinnigoù hizivaet war al lusker enklask a zo enlinenn war lec’hienn Kemper Breizh Izel ha da vont e darempred gant ar gevelerien evit titouroù ouzhpenn.

Gallout a raio bezañ ret ar pass yec’hedel* hervez al lec’h pleustr (adalek 12 vloaz ha 2 viz). Goulennet e vez deoc’h titouriñ gant ar gevelerien. Pep ambrouger en oad a ranko dont gant e bass yec’hedel evit mont en aveadurioù e-pad abadennoù e vugel.

*Treugad vaksinañ klok pe brouad negativel (dre PCR pe antigenek) graet da nebeutañ 72e a-raok.

Penoas lakaat e anv ?

Prenit ho pilhidi Atoud Sport dre unanenn en unan eus al lec’hioù gwerzhañ. N’int ket staget ouzh un obererezh resis. A-drugarez dezho e c’hallit mont d’an holl obererezhioù a zo kinniget, d’an deizioù ha d’an eurioù a vo mat deoc’h.

Hegerz e vez ar bilhidi en holl lec’hioù gwerzhañ kustum abaoe al Lun 11 a viz Here.

Gwiriit ez eo posubl c’hoazh mirout bilhidi evit an obererezhioù a blij deoc’h d’an deiz ha d’an eur a zo mat deoc’h a-raok prenañ anezhe. Gwiriit ivez e chom plasoù en ur vont e darempred gant ar c’heveler e-karg.

Ret e vo aotre ar gerent evit ar vugale a zo dindan 18 vloaz. Ur fichenn emstrivañ a ranko bezañ leuniet ivez gant ar berzhidi a zo muioc’h evit 18 vloaz. Ar furmskridoù a vez kavet el lec’hioù gwerzhiañ pe enlinenn da bellgargañ.

Al lec’hioù gwerzhañ
  • E tier-kêr zo eus an tolpad-kêrioù (Brieg, An Erge-Vras, Gwengad, Lokorn, Plogoneg, Ploveilh, Ploneiz, Pluguen ha Kemper).
  • E tier-kêr karter Kemper, en Erge-Vihan, e Penhars, e Kerfeunteun hag e ti-kêr ar c’hreiz-kêr.
Ar prizioù

1,6€ eo priz dre unanen ar bilhidi Atoud Sport. Gwerzhet e vez 16€ ivez un dreistbilhed hag a dalv 10 bilhed dre unanenn.

Informations pratiques

  • Du 23/10/2021 au 07/11/2021