• Brezhoneg

Gar-Liorzh : dilec'hiadenn ar freskenn livet

Degemer Neventioù Neventioù

Gar-Liorzh : dilec'hiadenn ar freskenn livet

Gar-Liorzh : dilec'hiadenn ar freskenn livet Freskenn livet ar raktres Gar-Liorzh
Le 03/12/2021 • Mis à jour le 03/12/2021 | 11h04

Da-geñver raktres ar Pol eskemmoù liesvodel nevez e oa bet livet ur freskenn vras ouzh ur peulgae chanter staliet e-kichen kae A ti-gar Kemper. Evit lakaat anezhi muioc’h war wel ha liammañ anezhi gant al labourioù o tont eo bet dilec’hiet an oberenn-mañ a-hed bali an Dieubidigezh (e-tal d’ar stal “Roche-Bobois”), a-hed da zachenn vuhez ar chanter Gar-Liorzh.

Abaoe deroù ar raktres Gar-Liorzh e vez lakaet e pleustr un difrae hanterouriezh kêrel ha sevenadurel e karter an ti-gar gant Kemper Breizh Izel hag he c’hevelerien (Europa, Stad, Rannvro, Departamant hag ar SNCF), asambles gant ar gevelouri sevenadurel Cuesta. Dre an oberoù-se e c’hall arzourien zo kontañ ar raktres hag implijout amzer ar chanter evit luskañ buhez ar c’harter.

E-giz-se eo bet sevenet ur freskenn vras gant an arzour-skeudennaouer Baptiste Alchourroun evit kinklañ unan eus talbennoù ar chanter e-doug al labourioù. An oberenn livet-mañ a zegas ar soñj war ar veaj, an amzer o tremen hag ar mor gant ur c’hoari steroniel etre ar skeudennoù hag o alc'hwezioù.