• Brezhoneg

Labourioù ar Pol eskemmoù liesvod : e 2022, deomp dreist d’an hent-houarn !

Degemer Neventioù Neventioù

Labourioù ar Pol eskemmoù liesvod : e 2022, deomp dreist d’an hent-houarn !

Labourioù ar Pol eskemmoù liesvod : e 2022, deomp dreist d’an hent-houarn ! Leurenn an ti-gar nevez
Le 21/03/2022 • Mis à jour le 21/03/2022 | 12h05

War-lerc’h mizioù labour war ar rouedadoù danzouar e kendalc’h chanter ar Pol eskemmoù liesvod ha kregiñ a ra gant ur prantad nevez. War roll ar bloavezh 2022 : fin al labourioù war ar rouedadoù, staliañ an dreuzell vras ha adneveziñ savadur an ti-gar.

Fin al labourioù war ar rouedadoù

E 2022 e vo echu al labourioù war ar rouedadoù danzouar :

  • E kreiz miz Meurzh e vo echu an holl labourioù war ar rouedadoù e bali an Dieubidigezh (ratreañ an hent war ar stern).
  • E kreiz miz Meurzh e vo echu ivez endouarañ ha neveziñ ar rouedadoù tredan er straedoù Konk-Kerne ha Dom Mikael an Noblez.
  • E kreiz miz Ebrel e vo echu al labourioù war ar rouedadoù dour ha tredan er straedoù Konk-Kerne ha Dom Mikael an Noblez (gant ratreañ an hentoù).

Adterket e vo ar straedoù Konk-Kerne ha Dom Mikael an Noblez e penn-kentañ 2023 pa'z eo c’hoazh war ar stern studi al labourioù-se.

Mestroniezh an oberiadur : Kemper Breizh Izel (rouedadoù) ha Kêr Gemper (hentoù)

Al lec’hioù foran da zont

Labourioù sevel ar parklec’h hirbad, ar riblennoù-straed ha bali an Dieubidigezh a zo bet komañset e miz Genver ha padout a raint betek miz Gwengolo 2022.

Etre miz Mezheven ha miz Here 2022 e vo savet al lec’hioù foran a vo etre mont-tre bali ar gar ha bali an Dieubidigezh

Mestroniezh an oberiadur : Kemper Breizh Izel

Embregerezhioù : Colas (labourioù douarañ ha hentoù), SPIE (rouedadoù), Bellocq Paysages (terkadur ardremez)

Glasveziñ & plantañ gwez

Raktreset eo :

  • Plantañ 264 gwezenn nevez
  • Mirout 34 gwezenn a zo dija hag e lec’h m’emaint ha treuzplantañ 15 gwezenn ouzhpenn en diskar-amzer o tont

Tri seurt gwez a vo plantet :

  • Gwez uheloc’h evit 20m (da skouer : pin)
  • Gwez etre 8m ha 20m (da skouer : derv-ruz ha faou)
  • Gwez bihanoc’h etre 3m ha 8m (da skouer : magnolia a bep seurt)

Gwez disheñvel a vo : gwez rousinek, gwez ar broioù pell ha plant garzhaouek a vev mat en dour.

Ul lodenn eus ar gwez-se a vo plantet e noedoù- kronniañ evit heñvelaat ouzh garzhaouegoù Breizh.

An dreuzell vras

Krog e oa chanter an dreuzell vras e dibenn 2021 o staliañ un azez mikropeulioù (evit dougen ha stabiliañ an oberiadur).

E miz Mezheven e vo staliet ar skalierioù gant gavroù-houarn ispisial hag e miz Du e vo staliet framm pennañ an oberiadur (leur-bont an dreuzell).

Echu e vo al labourioù e penn-kentañ 2023.

Mestroniezh an oberiadur : Kemper Breizh Izel

Embregerezhioù : GTM Ouest (azez) ha Viry (sevel framm an dreuzell)

Savadur nevez an ti-gar

Lañset e vo labourioù savadur an ti-gar e miz Gwengolo 2022.

War ar roll : adneveziñ an diabarzh en e bezh (egorenn-c’hortoz, ti ar c’hazetennoù, korn debriñ, egorenn-werzhañ) ha sevel ur savadur e-tal al leurenn gant egorenn-c’hortoz gar ar c’hirri-boutin ha burevioù evit ar stalioù a feurm kirri-tan (Avis/Europcar).

Mestroniezh an oberiadur : SNCF Gares & Connexions (kenarc’hantaouet gant kemper Breizh Izel, Rannvro Breizh hag ar SNCF)

Raktres terkañ ar c’hroashent-tro Texier

War-lerc’h un ehan labour (abalamour d’un darvoud diavaez) e adkrogo ar chanter war-lerc’h an hañv 2022.

Mestroniezh an oberiadur : Kêr Gemper

Tremenerezh ha parkañ er c’harter

An tremenerezh a chom war un tu etre kroashent-tro Brossolette hag an ti-gar.

Pa vo echu al labourioù war ar rouedadoù e vo adlakaat en e reizh an tremenezh e bali an Dieubidigezh etre ar c’hroashent-tro Brossolette hag an niverenn 40.

Abaoe miz Du 2021 e vez kavet ur parklec’h nevez gant 26 plas e straed Bourla. Ur panellerezh ispisial a zo bet staliet tro-dro d’al labourioù evit heñchañ an dud pa dremenont dre ar c’harter.

M’ho peus goulennoù diwar-benn ar raktres : gareparc@quimper.bzh

Ur sell war ar C’hae-lestrañ, ti ar raktres Gar-Liorzh

Digor abaoe miz Here 2021 eo al lec’h-titouriñ-mañ goustlet d’ar raktres Gar-Liorzh hag ivez ul lec’h-komz evit tud ar c’harter. Ul lec’h bourrus eo evel ar c’harter e-lec’h m’emañ.

Emgavioù, atalieroù-perzhiañ, abadennoù sevenadurel a vez aozet eno evit an holl, an annezidi, an implijerien, ar genwerzhourien, hag all...

Mareoù degemer a vez aozet diwar-benn ar raktres Gar-Liorzh pep Lun ha pep Merc’her, etre 9e ha 12e30 diouzh ar mintin hag etre 1e30 ha 5e goude-merenn.

Programm ar C’hae-lestrañ a vez kavet enlinenn e Facebook : @GareParcQuimper