• Brezhoneg

Vakañsoù Nevezamzer : enlinenn emañ programm Atout Sport !

Degemer Neventioù Neventioù

Vakañsoù Nevezamzer : enlinenn emañ programm Atout Sport !

Vakañsoù Nevezamzer : enlinenn emañ programm Atout Sport ! Atout Sport a zeuio en-dro evit vakañsoù Nevezamzer
Le 31/03/2022 • Mis à jour le 31/03/2022 | 10h07

Sirk, badminton, basket, echedoù, kraperezh, iskrim, mell-droad, futsal, jiminas, hoke war botoù-ruilh, judo, botoù-ruilh, plankenn-ruilh, tennis, tennis-taol, troterez, atleterezh, marc'hegerezh, liessport yec’hed, pesketerezh, rugbi, gwaregañ, belo, VTT, kaiak, neuierezh, bageal dre lien, arzoù, eurvezh ar re vihan, gwrierezh, sonerezh, c’hoariva... Gant Atout Sport e vez kinniget obererezhioù sport, sevenadurel ha skiantel marc’had-mat a-leizh e-pad ar vakañsoù. Embannet eo bet ar programm, deoc’h da zibab !

Ur c’hinnig dedennus-kenañ eo Atout Sport evit dizoleiñ sportoù hag obererezhioù sevendurel ha skiantel a c’haller ober e tiriad Kemper Breizh Izel e-pad ar vakañsoù.

Evit ar vugale, ar grennarded hag ar c’hrennardezed eo met atalieroù a zo ivez evit an dud deuet. A-drugarez d’ar stignad-mañ e c’haller tañva muioc’h evit 30 obererezh disheñvel gant prizioù izel dedennus. Stajoù ha formulennoù familh a vez kinniget ivez.

Kavet e vez ar bilhidi en holl lec’hioù gwerzhañ kustum dibaoe al Lun 28 a viz Meurzh 2022.

Evit poent ne ouzer ket peseurt reolennoù yec’hedel a vo evit ar vakañsoù Nevezamzer. Abalamour d’ar saviad yec’hedel ha diouzh ar reolennoù a c’hall bezañ e c’hall kemm programm an obererezhioù hag ar c’hemennoù yec’hedel. Gallout a rit sellout ouzh ar programm hizivaet gant al lusker enklask amañ dindan ha mont e darempred gant ar gevelerien evit gouzout hiroc’h.

Informations pratiques

  • Du 09/04/2022 au 24/04/2022