• Brezhoneg

Raktres evit ar boued en tiriad : roet ez eus bet lañs d’un enklaskadenn geodedel

Degemer Neventioù Neventioù

Raktres evit ar boued en tiriad : roet ez eus bet lañs d’un enklaskadenn geodedel

Raktres evit ar boued en tiriad : roet ez eus bet lañs d’un enklaskadenn geodedel Parkoù legumaj tro-dro da Gemper
Le 06/05/2022 • Mis à jour le 06/05/2022 | 15h39

Evit kenderc’hel gant he raktres evit ar boued en tiriad e ro lañs Kemper Breizh Izel d’un enklaskadenn geodedel gant ur c’houlennaoueg, savet asambles gant ar gevredigezh Aux goûts du jour ha gant Ti ar vagadurezh. Ar pal : gouzout hiroc’h diwar-benn boazioù debriñ annezidi an tolpad-kêrioù.

Pal ar raktresoù evit ar boued en tiriad eo adlec'helaat al labour-douar hag ar vagadurezh en tiriadoù o sikour al labourerien-douar d’en em staliañ, o harpañ ar rouedadoù berr hag oc’h implijout produioù bio er c’hantinoù. Krouet int bet gant al Lezenn evit dazont al labour-douar a galoneka o diorren abaoe 2014. Savet e vezont a-stroll gant oberourien un tiriad (strollegezhioù, embregerezhioù labour-douar, artizaned, keodedourien, h.a). Lañset eo bet ur raktres e-giz-se gant Kemper Breizh Izel evit an tolpad-kêrioù hag a zo bet labelaet gant ar ministrerezh e 2021. Asambles gant ar c’humunioù e labour an tolpad gant oberourien ensavadurel, kevredigezhel ha keodedel e poellgor ar c’hevelerien. Tri fal en deus ar raktres-mañ :

  • Mont war-zu ur reol-voued tost da erbedadennoù ar steuñv boued broadel.
  • Digreskiñ ar foranerezh boued e diazezadurioù an tolpad-kêrioù (gant ar pal tizhout - 50% e 2025) ha kizidikaat an annezidi hag oberourien ekonomikel ar vro ouzh an dalc’hoù-se.
  • Tizhout 50 % eus boued bio er strollegezh, gant 80 % eus al legumaj, evit ma c’hallo an holl debriñ boued a-galite.

Da heul an oberoù kizidikaat niverus a zo bet kaset da benn e miz Here gant ar gevredigezh Aux goûts du jour ha gant he zi ar vagadurezh e kendalc’h Kemper Breizh Izel gant un eil prantad diwar-benn boazioù boued annezidi ar c’horn-bro.

Kavet e vez ar c’houlennaoueg ivez e stumm paper e tiez-kêr an tolpad-kêrioù betek an 31 a viz Mae.