• Brezhoneg

War wenodennoù an hañv, baleadennoù : eus Miz Mezheven da viz Eost 2022

Degemer Neventioù Neventioù

War wenodennoù an hañv, baleadennoù : eus Miz Mezheven da viz Eost 2022

War wenodennoù an hañv, baleadennoù : eus Miz Mezheven da viz Eost 2022 War wenodennoù an hañv
Le 25/05/2022 • Mis à jour le 25/05/2022 | 15h19

A-hed an hañv e vo buhezet gwenodennoù-bale diouzh noz d’al Lun, d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener deoc’h da anavezout gwelloc’h pinvidigezh gweledvaoù ha glad savadurel an tolpad-kêrioù.

Kinniget e vez ar programm « War wenodennoù an hañv » gant Kemper Breizh Izel ha kêrioù an tolpad asambles gant ar c’hevredigezhioù-mañ : kenseurtiezh laik baleerien an Erge Vras, Kevredigezh sport Lokorn, Brezhoneg E Ploveilh, Edern Istor ha Glad, Galouperien Brieg, Gwengad Rando, Keme en fêtes, Lise Kerbernez, Plonéis Loisirs, Karter ar Gornigell, Rando Pluguen, Senior Sport Yec’hed Kemper, Kevredad liorzhouriezh Kemper.

Programm an hañv

Miz Mezheven : 7 tro-bale / 3 baleadenn tematek

  • D’ar Yaou 2 / PLOVEILH « Baleadenn tematek. Enskrivadur dre ret ». Loc’hañ da 6e30 noz dirak lise Kerbernez, straed kistilli e Ploveilh (Hed 6 km, Pad 2e, Diaester 1)
  • D’ar Yaou 9 / KEMENEVEN Loc’hañ da 7e noz, chapelig Kergoat (Hed 8km, Pad 2e15, Diaester 2)
  • D’ar Gwener 10 / PLUGUEN Loc’hañ da 6e noz, kreizenn S. Allende -Hed 8,5km, Pad 2e30, Diaester 2)
  • D’al Lun 13 / PLOVEILH « Baleadenn tematek e brezhoneg. Enskrivadur dre ret ». Loc’hañ da 9e noz, Kreizenn Kerne (Hed 6km, Pad 2e, Diaester 1)
  • D’ar Meurzh 14 / KEMPER Un dro-vale da heuliañ emren ivez etre 5e ha 6e noz. Loc’hañ a-stroll etre 6e ha 6e30 noz – Stad N. Kervahut (Hed 9hm, Pad 2e15, Diaester 2)
  • D’ar Gwener 17 / AN ERGE VRAS Loc’hañ a-stroll etre 6e ha 6e30 noz - Stad N. Kervahut (Hed 9hm, Pad 2e15, Diaester 2)
  • D’ar Gwener 17 / KEMPER « Baleadenn tematek. Enskrivadur dre ret ». Loc’hañ da 6e noz, gwerjez traoñienn Sant-Laorañs. Baleadenn verr. (Pad 2e)
  • D’ar Gwener 24 / BRIEG Loc’hañ da 6e noz, parlec’h ar stad Ti Eugène. (Hed 10,5 km, Pad 2e45, Diaester 3)
  • D’ar Gwener 24 / GWENGAD Loc’hañ da 7e noz, parklec’h MPT Bellevue (1 straed Kerescar) (Hed 8km, Pad 2e15, Diaester 2)
  • D’ar Meurzh 28 / PLONEIZ Loc’hañ da 7e30 noz, parlec’h an Intermarché (Hed 8,5 km, Pad 2e, Diaster 2)

Miz Gouere : 4 zro-bale

  • D’ar Gwener 1tañ / PLOGONEG Loc’hañ da 6 e30, MPT Sant-Albin Hed 7,6km, Pad 2e30, Diaester 3)
  • D’ar Gwener 8 / LOKORN Loc’hañ da 6e30, iliz Lokorn (Hed 9km, Pad 2e30, Diaester 3)
  • D’ar Yaou 21 / EDERN Loc’hañ da 6e30, kreizenn A. ANGOT (Hed 8km, Pad 2e30, Diaester 3)
  • D’ar Yaou 28 / LANDUDAL Un dro-vale da heuliañ emren ivez etre 4e30 ha 6e noz. Loc’hañ da 6e30, plasenn Per-Briand (Hed 8km, Pad 2e30, Diaester 3)

Miz Eost : 2 dro-vale

  • D’ar Gwener 5 / LANGOLEN Loc’hañ 6 e30 noz, parklec’h stad melldroad René-Scordia (Hed 7,5km, Pad 2e, Diaester 2)
  • D’ar Yaou 25 / LANDUDAL Loc’hañ da 6e30 e gwerjez ar Menez (Hed 7km, Pad 2 e, Diaester 3). Un dro-vale da heuliañ emren ivez etre 4e30 ha 6e noz.