War-lerc’h meur a viz labour gouestlet d’ar rouedadoù danzouar e krog ur prantad nevez evit chanter ar Pol eskemmoù liesvod : sevel an dreuzell vras.
Dor Kerne e vo ar raktres Gar-Liorzh a gengraio da zedenn ha brud an topad-kêrioù.
Gant an dreuzell o vezañ savet e vo graet al liamm etre an ti-gar, sal an holl sportoù ha balioù an Dieubidigezh hag ar Gar. E-giz-se e vo aesaet mont d’an ti-gar war-droad, ar pezh a zo unan eus palioù ar savadur meur-mañ.
Pa vo echu e aesao ivez an dreuzell mont d’ar c’harterioù e norzh (Gourmelen, Redva-kezeg) ha da gaeoù an ti-gar a c’haller mont di hiziv gant ur riboul danzouar.
Pevar fignerez bras a vo staliet evit ma vo aes d’an dud dalc’het en o c’herzhed (TDK) mont war ar c’haeoù.
Un elfenn veur eus ar raktres Gar-Liorzh eo an dreuzell-mañ a vo ivez ur gwir gwelva war ar pol eskemmoù liesvod. A-drugarez da stumm eeunlinenn an oberiadur e c’hallor gwelout ar savadur en e bezh.
Gwareziñ a raio an implijerien ouzh an avel hag ar wallamzer dre ma vo savet gant bardelloù-gwer a-enep an avel.
E-maez eurioù digeriñ an ti-gar e vo serr mont d’an dreuzell gant dorikelloù staliet a-us da ziri ar c’haeoù ha gant dorioù-tal ouzh an diri pennañ. Dorioù ar pignerezioù a vo serr ivez.
Fiziet eo bet al labourioù en embregerezhioù GTM Ouest (azezoù) ha Viry (saverezh an dreuzell).
Al lodenn vrasañ eus al labourioù a zo bet graet diouzh noz, hep tredran, evit ma c’hallfe ar skipailhoù labourat war ar c’haeoù hag an hentoù-houarn.
Sammad hollek : 6,5 milion a euroioù
Ma’z eus goulennoù ganeoc’h diwar-benn ar raktres : gareparc@quimper.bzh
Al lec’hioù foran nevez
E miz genver eo krog al labourioù evit sevel ar parklec’h hirbad, riblennoù-straed ha bali an Dieubidigezh. Kenderc’hel a raio betek miz Gwengolo 2022.
Eus miz Even betek miz Here 2022 e vo savet al lec’hioù foran etre bali ar Gar ha bali an Dieubidigezh.
Mestroniezh an oberiadur : Kemper Breizh Izel
Embregerezhioù : Colas (douarañ hag hentoù), SPIE (rouedadoù), Bellocq Paysages (terkadur ardremez)
Glasveziñ ha plantañ gwez
En terkadurioù kêr o tont eo raktreset :
Tri seurt gwez a vo :
- Gwez uheloc’h evit 20m (da skouer : pin)
- Gwez etre 8m ha 20m (da skouer : derv-ruz ha faou)
- Gwez bihanoc’h etre 3m ha 8m (da skouer : magnolia a bep seurt)
Gwez disheñvel a vo : gwez rousinek, gwez ar broioù pell ha plant garzhaouek a vev mat en dour.
Ul lodenn eus ar gwez-se a vo plantet e noedoù-kronniañ evit heñvelaat ouzh garzhaouegoù Breizh.
Savadur nevez an ti-gar
Lañset e vo labourioù savadur an ti-gar e miz Gwengolo 2022.
War ar roll : adneveziñ an diabarzh en e bezh (egorenn-c’hortoz, ti ar c’hazetennoù, korn debriñ, egorenn-werzhañ) ha sevel ur savadur e-tal al leurenn gant egorenn-c’hortoz gar ar c’hirri-boutin ha burevioù evit ar stalioù a feurm kirri-tan (Avis/Europcar).
Mestroniezh an oberiadur : SNCF Gares & Connexions (kenarc’hantaouet gant kemper Breizh Izel, Rannvro Breizh hag ar SNCF)
Digor abaoe miz Here 2021 eo al lec’h-titouriñ-mañ goustlet d’ar raktres Gar-Liorzh hag ivez ul lec’h-komz evit tud ar c’harter. Ul lec’h bourrus eo evel ar c’harter e-lec’h m’emañ.
Emgavioù, atalieroù-perzhiañ, abadennoù sevenadurel a vez aozet eno evit an holl, an annezidi, an implijerien, ar genwerzhourien, hag all...
Mareoù degemer a vez aozet diwar-benn ar raktres Gar-Liorzh pep Lun ha pep Merc’her, etre 9e ha 12e30 diouzh ar mintin hag etre 1e30 ha 5e goude-merenn.