• Brezhoneg

Atout Sport, deoc’h da c’hoari ! Vakañsoù an Hollsent : eus an 22 a viz Here d’ar 6 a viz Du

Degemer Neventioù Neventioù

Atout Sport, deoc’h da c’hoari ! Vakañsoù an Hollsent : eus an 22 a viz Here d’ar 6 a viz Du

Atout Sport, deoc’h da c’hoari ! Vakañsoù an Hollsent : eus an 22 a viz Here d’ar 6 a viz Du Atout Sport, abadenn dizoleiñ ar botoù-ruilh
Le 14/10/2022 • Mis à jour le 14/10/2022 | 12h15

Atout Sport, kinniget gant Kemper Breizh Izel, a zo ur formulenn evit dizoleiñ obererezhioù sport, sevenadurel pe skiantel a c’haller pleustriñ e tolpad-kêrioù Kemper e-pad ar vakañsoù skol (nemet e-pad vakañsoù Nedeleg). Kinniget e vez d’ar vugale, d’ar grennarded ha d'ar c'hrennardezed, hag evit evit eurioù zo, d’an dud deuet. Reiñ a ra tro da zeskiñ diouzh ouzhpenn 30 obererezh ha kement-se, e prizioù izel-kenañ.

Er programm :

Badminton, basket, echedoù, kraperezh, iskrim, jiminas, mell-droad, futsal, hoke war botoù-ruilh, judo, liessport, botoù-ruilh, skate-board, tennis, tennis-taol, atleterezh, marc'hegerezh, hentad-reteriñ, pesketa, rugbi, gwaregañ, marc’h-houarn, neuierezh, splujañ, bageal dre lien, arzoù, arzoù neuziañ, eurvezh ar re vihan, gwrierezh, sonerezh, c’hoariva.

Penoas lakaat e anv ?

Prenit ho pilhidi Atoud Sport dre unanenn en unan eus al lec’hioù gwerzhañ. N’int ket staget ouzh un obererezh resis. A-drugarez dezho e c’hallit mont d’an holl obererezhioù a zo kinniget, d’an deizioù ha d’an eurioù a zo mat deoc’h.

Hegerz eo ar bilhidi en holl lec’hioù gwerzhañ kustum, nemet er poull-neuial Aquarive abalamour d'al labourioù a zo war ar stern.

Gwiriit ez eo posubl c’hoazh mirout bilhidi evit an obererezhioù a blij deoc’h d’an deiz ha d’an eur a zo mat deoc’h a-raok prenañ anezhe. Gwiriit ivez e chom plasoù en ur vont e darempred gant ar c’heveler e-karg.

Ret e vo aotre ar gerent evit ar vugale a zo dindan 18 vloaz. Ur fichenn emstrivañ a ranko bezañ leuniet ivez gant ar berzhidi a zo muioc’h evit 18 vloaz. Ar furmskridoù a vez kavet el lec’hioù gwerzhiañ pe enlinenn da bellgargañ.

Al lec’hioù gwerzhañ
  • E tier-kêr zo eus an tolpad-kêrioù (Brieg, An Erge-Vras, Gwengad, Lokorn, Plogoneg, Ploveilh, Ploneiz, Pluguen ha Kemper).
  • E tier-kêr karter Kemper, en Erge Vihan, e Penhars, e Kerfeunteun hag e ti-kêr ar c’hreiz-kêr.
  • E ti an douristed Kemper Kerne.
Ar prizioù

1,6€ eo priz dre unanen ar bilhidi Atoud Sport. Gwerzhet e vez 16€ ivez un dreistbilhed hag a dalv 10 bilhed dre unanenn.