• Brezhoneg

En mars, c’est le mois du breton ! / Miz Meurzh, miz ar brezhoneg !

Degemer Neventioù Neventioù

En mars, c’est le mois du breton ! / Miz Meurzh, miz ar brezhoneg !

En mars, c’est le mois du breton ! / Miz Meurzh, miz ar brezhoneg ! Mois du breton
Le 24/02/2026 • Mis à jour le 24/02/2026 | 15h40

Pendant le mois de mars, le breton est à l’honneur !

Chaque année, les opérations se multiplient pour mettre en valeur l’usage comme l’apprentissage de la langue bretonne. Sa promotion et son développement sont un engagement fort de la ville et de l’agglomération de Quimper, avec la volonté de s’appuyer sur l’ensemble des acteurs publics et associatifs qui agissent en sa faveur.
« Mizvezh ar brezhoneg », le « Mois de la langue bretonne » est l’occasion de mettre en avant des initiatives qui ont déjà fait leur preuve et ne demandent qu’à élargir leur public.
C’est aussi un moment privilégié pour initier de nouveaux projets « gant ar brezhoneg », avec la langue bretonne.

E miz Meurzh e vez lakaet ar brezhoneg war wel !
Bep bloaz e vez kinniget oberezhioù evit brudañ implij ha deskiñ ar brezhoneg. Brudañ ha diorren ar yezh a zo un engouestl kreñv eus kêr Gemper hag eus Kemper Breizh-Izel. Ur youl kaset dorn ha dorn gant an holl oberourien bublik hag ar c’hevredigezhioù a zo o labourat war dachenn ar yezh.
E-pad « Mizvezh ar brezhoneg » e vez lakaet war wel intruduoù o deus graet berzh dija, gant ar c’hoant ledannat an niver a dud a gemer perzh en darvoudoù-se. Ur mare pinvidik eo ivez evit reiñ lañs da raktresoù nevez a ra gant ar brezhoneg.

Pendant le mois de mars
Du breton dans les bars & cafés !

Dire bonjour, commander un café, demander l’addition… dites-le en breton ! La ville de Quimper a réalisé une plaquette-menu qui vous servira de glossaire dans une dizaine de bars participants.

La liste de ces adresses est à retrouver prochainement sur quimper.bzh

E miz Meurzh
Brezhoneg en davarnioù & kafetioù !

Saludiñ, goulenn ur banne kafe, paeañ... grit e brezhoneg ! Savet ez eus bet gant kêr Gemper ur roll-meuzioù ha banneoù, hag a servijo deoc’h a c’heriaoueg en degad a davarnioù ha kafetioù o kemer perzh.
Listenn ar stalioù da gavout war quimper.bzh


Pendant le mois de mars - Du lundi au vendredi, de 9h à 12h et de 13h à 17h
Kelenn - Centre de formation Quimper
Exposition de sculptures

Kelenn
Exposition

Exposition de sculptures de Drian Bernier à la bibliothèque de Kelenn.
Vernissage le 6 mars à 18h.
Gratuit
Pour une visite guidée en breton en groupe, contactez la bibliothèque de Kelenn au 02 98 95 55 99

E miz Meurzh - Eus al Lun d’ar Gwener etre 9e ha 12e, hag 1e ha 5e
Kelenn - Kreizenn stummañ Kemper
Diskouezadeg kizelladurioù

Kelenn
Diskouezadeg

Diskouezadeg kizelladurioù Drian Bernier e levraoueg Kelenn.
Lid digoridigezh an diskouezadeg d’ar 6 a viz Meurzh da 6e noz.
Digoust
Evit kaout ur weladenn heñchet e brezhoneg evit ur strollad, deuit e darempred gant levraoueg Kelenn : 02 98 95 55 99


Samedi 28 février - 20h30
L'Athéna, Ergué-Gabéric
Fest-Noz

L'Athéna
Soirée

A partir d’un ensemble instrumental atypique, les trois musiciennes de DIXIT inventent leur propre langage musical, donnant des couleurs inédites aux répertoires à danser bretons.
EBEN présentera un spectacle ambitieux et actuel "Douar Nevez" (Nouvelle Terre) afin de partager leur vision d’une culture et d’une langue bretonne, audacieuse, créative et vivante.
Le groupe HERRIWENN mixe des sonorités de toutes les époques, entre la harpe celtique historique, le chant traditionnel, la cornemuse, et l’électro qui ajoute une vibe moderne à cet ensemble énergique.
Plein tarif : 8 euros / Tarif réduit : 5 euros
lathena.bzh

Sadorn 28 a viz C'hwevrer - 8e30 noz
An Athena, An Erge-Vras
Fest-Noz

An Athena
Nozvezh

Gant binvioù divoas e ijin teir vuzisianez DIXIT o stil sonerezh o-unan, o tegas livioù nevez da zañsoù Breizh.
Kinnig a raio EBEN un abadenn a-feson hag a-vremañ, "Douar Nevez", o rannañ o sell war sevenadur ha yezh Breizh, hardizh, o krouiñ ha birvidik.
Ar strollad HERRIWENN a vesk sonioù a bep mare, gant an delenn geltiek istorel, ar c’han hengounel, ar binioù bras, met ivez elektro, o reiñ un tu modern d’ar strollad nerzhus-se
Priz leun : 8 euro, Priz izel : 5 euro
lathena.bzh


Dimanche 1er mars - De 15h à 16h30
Maison du patrimoine, Quimper
Quimper en dix termes bretons

Maison du patrimoine
Visite guidée

Venez (re)découvrir Quimper à travers 10 mots bretons : une manière originale et enrichissante d'appréhender la ville en s'initiant à la langue bretonne.
Plein tarif : 7 euros, Tarif réduit : 3 euros
Réservation en ligne sur quimper.bzh > Découvrir Quimper > Patrimoines et visites

Sul 1añ a viz Meurzh - Eus 3e da 4e30 goude merenn
Ti ar Glad, Kemper
Kemper e dek ger brezhonek

Ti ar Glad
Gweladenn heñchet

Deuit da (ad)ober anaoudegezh gant Kemper dre 10 ger brezhonek : un doare divoutin ha pinvidik da vevañ kêr en ur dañva brezhoneg.
Priz leun : 7 euro, Priz izel : 3 euro
Derc’hel ur plas enlinenn war quimper.bzh > Découvrir Quimper > Patrimoines et visites


Mercredi 4 mars - De 18h30 à 19h30
Médiathèque Alain-Gérard, Quimper
Annie Ebrel et Marie Berardy, Paroles de compositrices

Conférence

Annie Ebrel et sa nièce Marie Berardy sont programmées l’une et l’autre dans le cadre de la soirée "So Breizh !" organisée le 20 mars au théâtre de Cornouaille.
Avant cette date, elles viennent raconter à la médiathèque comment la transmission orale et musicale s’est opérée entre elles et se poursuit aujourd’hui.
Gratuit

Merc'her 4 a viz Meurzh - Eus 6e30 da 7e30 noz
Mediaoueg Alain Gérard, Kemper
Annie Ebrel ha Marie Berardy, Eskemm gant sonaozourezed

Kendiviz

Annie Ebrel hag he nizez Marie Berardy a zo programmet o-div d'an nozvezh "So Breizh!" d'an 20 a viz Meurzh e c'hoariva Kerne.
A-raok an abadenn-se e teuint da gontañ deomp er vediaoueg penaos eo bet treuzkaset ar glad komzet, kanet ha sonet kenetrezo hag e kendalc’h hiziv an deiz.
Digoust


Samedi 7 mars - De 14h30 à 17h
Ti ar Vro Kemper, Quimper
Self défense féminin en breton

Ti ar Vro Kemper
Atelier

Ti ar Vro Kemper propose un stage de self-défense pour les femmes, animé par Emilie Vigouroux, boxeuse diplômée.
20 euros
tiarvro-kemper.bzh

Sadorn 7 a viz Meurzh - Eus 2e30 da 5e goude merenn
Ti ar Vro Kemper, Kemper
Emzifenn evit ar merc'hed e brezhoneg

Ti ar Vro Kemper
Atalier

Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj emzifenn evit ar merc'hed, lukset gant Emilie Vigouroux, bokserez diplomet.
20 euro
tiarvro-kemper.bzh


Samedi 7 mars - De 14h à 18h
Galerie commerciale de Kerdrezec (Carrefour), Quimper
Stands d'information : le breton à Quimper

Ville de Quimper, Chorale Luskenn & Centres de formation et écoles bilingues
Stand

Des stands d’information éphémères seront installés à la galerie commerciale Carrefour. L'occasion de pratiquer la langue bretonne, de poser ses questions, de tester ses connaissances ou de découvrir les filières de l'enseignement du breton.
La chorale Luskenn animera l'après-midi.
Gratuit

Sadorn 7 a viz Meurzh - Eus 2e da 6e goude merenn
Kreizenn genwerzh Kerdrezeg (Carrefour), Kemper
Standoù kelaouiñ : ar brezhoneg e Kemper

Kêr Gemper, Laz-kanañ Luskenn, Kreizennoù stummañ ha skolioù divyezheg
Stand

Standoù kelaouiñ a vo staliet e kreizenn genwerzh Carrefour. Tu vo deoc'h dont da gaozeal brezhoneg ha da sevel ho koulennoù, da destiñ ho anaoudegezhioù war ar yezh ha da c'houzout hiroc'h war an hentennnoù brezhonek e Kemper.
Laz-kanañ Luskenn a roio ton d’an abardaez.
Digoust


Samedi 7 mars - 20h
Kostum Park - A nous la vie, Quimper
Match du Quimper Volley 29 VS Neptunes de Nantes

Quimper Volley, en partenariat avec la ville de Quimper et Div Yezh Kemper
Sport

Ne manquez pas ce derby breton du haut de tableau du championnat Elite entièrement bilingue ! L'association Div Yezh Kemper tiendra notamment un stand pour présenter la filière publique bilingue, du primaire au lycée, sur Quimper.
En amont, les joueuses bénéficieront d'une séance d'initiation au breton.
Billetterie : quimper-volley.bzh

Sadorn 7 a viz Meurzh - 8e noz
Kostum Park - A nous la vie, Kemper
Krogad Kemper Volley 29 gant Neptunes Naoned

Kemper Volley, gant Kêr Gemper ha Div Yezh Kemper
Sport

Na dremenit ket ebioù an derby breizhat, krogad penn uhelañ ar c'hampionad Elite, ha divyezhek penn-da-benn ! Kevredigezh Div Yezh Kemper a vo o terc'hel ur stand evit kinnig an hentenn bublik divyezhek, eus ar skol-vamm d'al lise, e Kemper.
A-raok ar c’hrogad e vo kinniget d'ar c’hoarierezed ur prantad tañva brezhoneg.
Bilhedoù : quimper-volley.bzh


Mercredi 11 mars - 20h
Ti ar Vro Kemper, Quimper
Groupe de lecture en breton

Ti ar Vro Kemper
Atelier

Autour de l'œuvre “Ar Brad-Kazeg da Varengo” de Daniel Doujet.
Gratuit
tiarvro-kemper.bzh

Merc'her 11 a viz Meurzh - 8e noz
Ti ar Vro Kemper, Kemper
Strollad lenn e brezhoneg

Ti ar Vro Kemper
Atalier

Gant “Ar Brad-Kazeg da Varengo”, skrivet gant Daniel Doujet.
Digoust
tiarvro-kemper.bzh


Vendredi 13 mars - De 9h30 à 10h30
Médiathèque Alain-Gérard, Quimper
Bébés lecteurs bilingues

Réseau des médiathèques de Quimper Bretagne Occidentale
Lecture

Comptines, jeux de doigts et lectures pour les tout-petits en breton et en français.
De 0 à 3 ans
Gratuit
02 98 98 40 81

Gwener 13 a viz Meurzh - Eus 9e30 da 10e30 mintin
Mediaoueg Alain Gérard, Kemper
Babiged lennerien divyezhek

Rouedad mediaouegoù Kemper Breizh-Izel
Lennadenn

Rimadelloù, c'hoarioù bizied ha kontadennoù evit ar vugale vihan e brezhoneg hag e galleg.
Eus 0 da 3 bloaz
Digoust
02 98 98 40 81


Vendredi 13 mars - 12h
Relais du Nevet, Plogonnec
Repas des bretonnants

Ti ar Vro Kemper
Repas

Un moment convivial autour d'un bon repas pour des locuteurs confirmés ou en apprentissage de la langue bretonne, et désireux de l'utiliser dans la vie quotidienne.
Payant
tiarvro-kemper.bzh

Gwener 13 a viz Meurzh - Kreisteiz
Relais du Nevet, Plogoneg
Pred ar vrezhonegerien

Ti ar Vro Kemper
Pred

Ur pred merenn plijus gant brezhoneg tro-dro d'an daol, digor d'ar vrezhonegerien, nevez pe gozh, ar c'hoant ganto implij ar brezhoneg en o buhez pemdez.
Da baeañ
tiarvro-kemper.bzh


Mardi 17 mars - 20h
Kostum Park - A nous la vie, Quimper
Match des Béliers de Kemper VS Stade Rochelais Basket

Béliers de Kemper & BK Citoyen
Sport

Comme chaque année, quelques joueurs des Béliers de Kemper profiteront d'un échange avec les écoles Diwan de Quimper pour s'initier au breton, avec le soutien de BK Citoyen, le fonds de dotation qui permet l’implication du club dans la vie locale quimpéroise.
Des animations en breton seront également organisées pendant le match des Béliers !
Billetterie : beliersdekemper.bzh

Meurzh 17 a viz Meurzh - 8e noz
Kostum Park - A nous la vie, Kemper
Krogad Maouted Kemper gant Stade Rochelais Basket

Maouted Kemper & BK Keodedour
Sport

Evel bep bloaz e profito c'hoarierien zo eus Maouted Kemper eus un eskemm gant skolioù Diwan Kemper evit deskiñ un nebeut gerioù brezhoneg, gant sikour BK Keodedour, ar font savet evit krouiñ liammoù etre ar c'hlub ha buhez lec'hel Kemper.
Ha brezhoneg 'vo klevet e-pad krogad ar Vaouted !
Bilhedoù : beliersdekemper.bzh


Jeudi 19 mars - 14h30
L'Athéna, Ergué-Gabéric
KLEW !

L'Athéna
Spectacle

KLEW ! est un spectacle hors du commun, conçu pour faire rêver et trainer petits et grands dans le jardin entretenu par les quatre artistes. Un jardin où résonnent différentes langues : breton, français, langue des signes chantée et dansée, dessins, et bien sûr, musique.
Avec Yuna Léon (violon), Mathilde Chevrel (violoncelle), Thumette Léon ou Lola Volson (chant – chansigne) et Nolùen Le Buhé (chant).
Jeune public
Tarif plein : 8€, Tarif réduit : 5€"
lathena.bzh

Yaou 19 a viz Meurzh - 2e30 goude merenn
An Athena, An Erge-Vras
KLEW !

An Athena
Abadenn

KLEW ! a zo un arvest seurt ha ne vez ket gwelet bemdez, savet evit lakaat an dud, ar re vras hag ar re vunut, da huñvreal ha da ruzal er jardin kempennet gant ar beder arzourez. Ur jardin lec’h ma tasson yezhoù disheñvel : brezhoneg, galleg, yezh ar sinoù sonet ha dañset, tresadennoù, hag wel rezon, muzik.
Gant Yuna Léon (violoñs), Mathilde Chevrel (violoñsel), Thumette Léon pe Lola Volson (kan-sinet), Nolùen Le Buhé (kan).
Abadenn evit ar re yaouank
Priz leun : 8 euro, Priz izel : 5 euro
lathena.bzh


Vendredi 20 mars - A partir de 19h
Théâtre de Cornouaille, Quimper
So Breizh !

Théâtre de Cornouaille, en partenariat avec le Festival de Cornouaille
Concert

Pour sa septième édition, So Breizh ! évolue et reste fidèle à ce qui fait son succès : l’esprit festif et chaleureux.
En douceur ou à plein régime, So Breizh ! garde son énergie. Avec son parquet de bal installé près de la grande scène, et son aptitude à faire partager autrement la vigueur créatrice des musiques bretonnes.
Au programme de cette soirée de concerts :

  • 19h : Marie Berardy & Julien Stella, Mouezhioù an dud – Les Voix des êtres humains
  • 20h15 : Annie Ebrel – An Ebatoù, Fêtes et danses & NordestiNoz

Tarifs et réservation : theatre-cornouaille.fr

Gwener 20 a viz Meurzh - Adalek 7e noz
C'hoariva Kerne, Kemper
So Breizh !

C'hoariva Kerne, asambles gant Gouelioù Meur Kerne
Sonadeg

Evit e seizhvet koulzad e cheñch So Breizh !, hep koll ar pezh n'eus lakaet anezhañ d'ober berzh : un aergelc'h gouel ha degemerus.
Dre zouster pe gant leun a nerzh, startijenn a chom gant So Breizh ! : gant e flañchod-dañs savet e-kichen al leurenn vras, hag e zoare dibar da rannañ birvilh krouiñ sonerezh a Vreizh.
Programm an nozvezh sonadegoù :

  • 7e noz : Marie Berardy & Julien Stella, Mouezhioù an dud
  • 8e15 noz : Annie Ebrel – An Ebatoù, Fest ha dañsoù & NordestiNoz

Prizioù ha derc’hel plasoù : theatre-cornouaille.fr


Samedi 21 mars - A partir de 13h30
L'Athéna, Ergué-Gabéric
Kan ar Bobl, territoire sud Cornouaille

Ti ar Vro Kemper, Diwan Kemper et Div Yezh Leston
Spectacle

Le Kan ar Bobl est un concours de chant breton, de musique bretonne et de culture bretonne qui se déroule dans les cinq coins de Bretagne et même ailleurs. Ce dernier a pour objectif de permettre à tous les musiciens, chanteurs et conteurs de faire reconnaître leur talent et leur envie de participer à la vie culturelle bretonne. Il est aussi reconnu pour être un moment de convivialité et pour valoriser l’immense richesse du patrimoine oral et musical de Bretagne
Gratuit
tiarvro-kemper.bzh

Sadorn 21 a viz Meurzh - Adalek 1e30 goude merenn
An Athena, An Erge-Vras
Kan ar Bobl, Kerne Izel

Ti ar Vro Kemper, Diwan Kemper ha Div Yezh Leston
Abadenn

Ur c’honkour kan e brezhoneg, muzik ha sevenadur eus ar vro, aozet e pemp korn Breizh hag e lec’h all zoken eo Kan ar Bobl. E gefridi eo reiñ tu d’an holl sonerien, kanerien ha konterien diskouez o ampartiz hag o c’hoant da gemer perzh e buhez sevenadur ar vro. Anavezet eo ouzhpenn evit bezañ ur mare plijus ha laouen hag evit lakaat war-wel, pinvidigezh bras divent danvez Breizh e-keñver muzik ha lennegezh dre gomz.
Digoust
tiarvro-kemper.bzh


Jeudi 26 mars - 20h
En ligne
Tournoi de jeux en ligne

Ti ar Vro Kemper
Atelier

Sur Skribbl.io, jeu de dessin et de devinettes multi-joueurs, et GeoGuessr, jeu dans lequel le joueur est déposé quelque part dans le monde, sa mission consistant à trouver son chemin.
Gratuit
tiarvro-kemper.bzh

Yaou 26 a viz Meurzh - 8e noz
En linenn
Tournamant c'hoarioù en linenn

Ti ar Vro Kemper
Atalier

Gant Skribbl.io, ur c'hoari tresañ ha divinout liesc'hoarier, ha GeoGuessr, ur c'hoari ma vezer taolet en ul lec'h bennak er bed ha ma ranker kavout e hent.
Digoust
tiarvro-kemper.bzh


Vendredi 27 mars - 20h30
L'Athéna, Ergué-Gabéric
La Meute / Ducasse en concert | Poésie sauvage / Musique actuelle bretonne

L'Athéna
Soirée

Portée par quatre femmes musiciennes, chanteuses et autrices, La Meute slame, chante, crie, chuchote. Les textes, parlés/chantés, racontent des tranches de vie, des déboires, petites victoires du quotidien ou de l’actualité.
A mi-chemin entre la musique des mariages balkaniques, celle des clubs occidentaux et le répertoire des chanteurs et sonneurs de Basse-Bretagne, la musique de Ducasse est conçue pour danser, pour faire la fête.
Tarifs : 16€/12€/7€
lathena.bzh

Gwener 27 a viz Meurzh - 8e30 noz
L'Athéna, Ergué-Gabéric
Sonadeg La Meute / Ducasse | Barzhoniezh gouez / Sonerezh Breizh a-vremañ

An Athena
Nozvezh

Kaset gant peder vuzisianez, kanerezed ha sonaozourezed, La Meute a slam, a gan, a huch hag a vouskomz. Ar c'homzoù, komzet ha kanet, a gont prantadoù buhez, skoilhoù, trec'hioù bihan ar vuhez pemdez pe ar c’heleier.
Etre sonerezh euredoù ar Balkanoù, sonerezh ar c'hleuboù ha toniaoueg kanerien ha sonerien Breizh-Izel : savet eo muzik Ducasse evit dañsal, evit ober ar fest.
Prizioù : 16€/12€/7€
lathena.bzh


Samedi 28 mars - De 10h à 13h
Place Médard, Quimper
Du breton au grand marché

Ville de Quimper & Dizale
Stand

À l'entrée du marché du Steïr, le studio quimpérois Dizale présentera le fruit de son travail avec une sélection de films et dessins animés récemment doublés en breton, disponibles sur la plateforme kleweled.bzh. Vous pourrez aussi apprendre quelques mots de breton avec de nouveaux locuteurs. Et qui sait, peut-être oserez-vous vous initier au breton en demandant un café : l'occasion de mettre le pied à l'étrier !
Gratuit

Sadorn 28 a viz Meurzh - Eus 10e mintin da 1e goude merenn
Plasenn Médard, Kemper
Brezhoneg war ar marc'had bras

Kêr Gemper & Dizale
Stand

E antre marc'had ar stêr Deir e vo kinniget gant ar studio kemperad Dizale e labour gant tañvadennoù filmoù ha tresadennoù-bev bet advouezhiet nevez 'zo, hag a c'heller adkavout war kleweled.bzh. Deskiñ un nebeut gerioù brezhoneg 'vo tu ober ivez gant brezhonegerien nevez desket ar yezh ganto. Ha marteze 'vo tu deoc'h pakout ur banne kafe ma vez goulennet e brezhoneg ganeoc'h ? Un doare da (ad)stagañ ganti !
Digoust


Samedi 28 mars - De 9h30 à 17h
Ti ar Vro Kemper – Quimper
Stage pour les parents « Du breton à la maison »

Ti ar Vro Kemper
Atelier

Vos enfants reviennent de l’école avec de nouveaux mots en breton ? Ti ar Vro vous propose une journée pour, à votre tour, commencer l’apprentissage de la langue, niveau 1, débutants.
Tarifs : 30€
tiarvro-kemper.bzh

Sadorn 28 a viz Meurzh - Eus 9e30 da 5e
Ti ar Vro Kemper – Kemper
Staj evit ar gerent « Brezhoneg er gêr »

Ti ar Vro Kemper
Atalier

Dont a ra ho pugale eus ar skol gant gerioù nevez e brezhoneg ? Ti ar Vro a ginnig deoc’h un devezh evit kregiñ gant ar yezh d’ho tro, live 1, deraouidi.
Prizioù : 30 €
tiarvro-kemper.bzh


Lundi 30 mars - De 16h à 17h
En ligne
Rendez-vous du numérique : petit cours de breton en visio

Ville de Quimper
Atelier

Le service numérique de la ville de Quimper propose à ses usagers et usagères une séance d'initiation au breton en ligne, par visio. L'occasion d'apprendre quelques mots de breton tout en maîtrisant les outils de visio conférence : partage d'écran, micro, caméra, chat, etc.
Gratuit
02 98 11 76 85 / conseillers.numeriques@quimper.bzh

Lun 30 a viz Meurzh - Eus 4e da 5e goude-merenn
En linenn
Emgavioù an niverel : kentelig brezhoneg enlinenn

Kêr Gemper
Atalier

Kinnig a ra servijoù niverel kêr Gemper d’e implijerien hag implijerezed ur prantad tañva brezhoneg enlinenn dre bellemvod. Un digarez da zeskiñ un nebeut gerioù brezhoneg o vestroniañ an ostilhoù pellemvod : rannañ ar skramm, mikro, kamera, chat...
Digoust
02 98 11 76 85 / conseillers.numeriques@quimper.bzh

Portes ouvertes
Dorioù digor

Avec 9,2 % d’élèves bilingues en primaire en 2024, Quimper affiche le taux le plus élevé parmi les dix plus grandes villes de Bretagne. En volume, la ville se classe au troisième rang régional, derrière Rennes et Brest, avec 755 élèves scolarisés dans les filières bilingues.
Ces résultats laissent entrevoir un potentiel de développement : selon l’enquête TMO-Régions 2024, 78 % des personnes interrogées dans le Finistère se déclarent favorables à un renforcement de l’enseignement du breton à l’école.

Gant 9,2% eus skolidi ar c’hentañ derez enskrivet e skolioù divyezhek e 2024, emañ Kemper gant ar feur uhelañ e-touez dek kêr vrasañ Breizh. Hag en trede renk rannvroel emañ ar gêr, a-dreñv Roazhon ha Brest, ma sellec'h eus an niver a vugale skoliatet : 755 bugel en hentadoù divyezhek.
Kalonekaüs eo an disoc’hoù-se. Hervez sondadeg TMO-Rannvroioù 2024 e sav 78% eus an dud aterset e Penn-ar-Bed a-du gant kreñvaat ar c’helenn brezhoneg er skolioù.

Ville de Quimper & Div Yezh Kemper

  • Samedi 7 mars
    École Edmond-Michelet / 10h > 12h

  • Samedi 28 mars
    École Jacques Prévert / 10h > 12h
    École Yves-Le-Manchec / 10h > 12h

Enseignement catholique

  • Samedi 21 mars / 9h30 > 12h
    École Sainte-Marie-Saint-Joseph, Ergué-Gabéric
    École Saint-Egonnec, Plogonnec
    École Saint-Charles-Saint-Raphaël, Quimper

Écoles Diwan de Kerfeunteun, Creac’h Gwenn et Penhars, Quimper

  • Vendredi 27 mars / 15h > 18h
  • Samedi 28 mars / 10h > 12h

Kêr Gemper & Div Yezh Kemper

  • Sadorn 7 a viz Meurzh
  • Skol Edmond Michelet / 10e > 12e
  • Sadorn 28 a viz Meurzh
  • Skol Jacques Prévert / 10e > 12e
  • Skol Yves Le Manchec / 10e > 12e

Kelenn katolik

  • Sadorn 21 a viz Meurzh / 9e30 > 12e
  • Skol Santez-Vari-Sant-Jozef, An Erge-Vras
  • Skol Sant-Egoneg, Plogoneg
  • Skol Sant-Charlez-Sant-Rafael, Kemper

Skolioù Diwan Kerfeunteun, Krec’h Gwenn ha Penharz, Kemper

  • Gwener 27 a viz Meurzh / 3e > 6e noz
  • Sadorn 28 a viz Meurzh / 10e > 12e

Mervent, à l’UBO, Pôle universitaire Pierre-Jakez-Helias, Quimper
Mercredi 4 mars - De 14h à 18h

Mervent

mervent.bzh
02 98 87 72 41

Mervent, en UBO, Skol-veur Pêr-Kakez Helias, Kemper
Merc'her 4 a viz Meurzh - Eurs 3e da 6 e goude merenn

Mervent

mervent.bzh
02 98 87 72 41


Kelenn, 3, rue de la Vendée, Quimper
Samedi 7 mars - De 9h30 à 12h30

kelenn.bzh
02 98 95 55 99

Kelenn, 3 straed ar Vañde, Kemper
Sadorn 7 a viz Meurzh - Eus 9e30 da greisteiz hanter

kelenn.bzh
02 98 95 55 99

Darvoudoù all a c'hallfe bezañ ouzhpennet d'ar programm-mañ. Adkavit tout ar programm war quimper.bzh ha qbo.bzh.

Une action continue et cohérente toute l’année

Pour la Ville et l’Agglomération, le breton, ce n’est pas qu’en mars ! Les deux collectivités se mobilisent et se réinventent toute l’année pour promouvoir la langue bretonne et développer sa place dans l’espace public.

Une action transversale que les habitants peuvent notamment découvrir sur les supports de communication et de signalétique produits par la Ville et l’Agglomération.

Une vidéo de présentation des actions de la Ville et de l’Agglomération en faveur du breton a été publiée à ce sujet → www.youtube.com

Une page du site de la ville de Quimper rassemble les ressources liées à la langue et à la culture bretonnes, spécifiques au territoire mais aussi au-delà → Ressources pour apprendre le breton

Un obererezh dibaouez ha kempoell a-hed ar bloaz

Gant ar Gêr hag an Tolpad-kêrioù, ne vez ket lakaet war well ar brezhoneg e miz Meurzh hepken ! An div strollegezh a labour a-gevret hag o sevel soñjoù nevez a-hed ar bloaz evit kas ar brezhoneg war-raok ha ledanaat he flas er vuhez pemdez.

Ul labour a c’heller gwelet war an dafar kehentiñ hag ar panellerezh produet gant ar Gêr hag an Tolpad-kêrioù.

Embannet ‘zo bet ur video o kinnig obereroù ar Gêr hag an Tolpad-kêrioù evit ar brezhoneg www.youtube.com

Ur bajenn war lec'hienn Kêr Gemper a vod danvezioù liammet ouzh yezh ha sevenadur Breizh, lec'hel met a belloc’h ivez → www.quimper.bzh/1818-des-ressources-pour-apprendre-le-breton.htm

L’enseignement bilingue sur le territoire de l’agglomération

Depuis 2021, Quimper compte trois écoles publiques proposant des classes bilingues (Jacques-Prévert, Yves-Le-Manchec, Edmond-Michelet).
Dans ces classes, les enseignements sont dispensés en breton et en français selon le principe de la parité horaire, de la maternelle à la fin du primaire.
L’origine géographique des familles n’est pas retenue pour les inscriptions des enfants au sein des écoles bilingues publiques à Quimper.

Une vidéo, réalisée par la Ville, évoque la transmission du breton à travers les dispositifs mis en place dans les crèches et les écoles publiques → www.youtube.com

Sur le territoire de l’agglomération, il existe également des classes bilingues à Pluguffan, Plomelin, Ergué-Gabéric (Lestonan) et Briec, ainsi que dans le privé (Saint-Charles à Quimper) et les sites de Diwan (maternelles et primaires à Kerfeunteun, Penhars et Creac’h Gwenn).

Ti ar Vro Kemper et les filières d’enseignement bilingues éditent tous les ans un dépliant qui apporte davantage d’informations. C’est aussi l’occasion de présenter l’initiation et l’éveil à la langue bretonne déployés dans les écoles publiques et les structures de la petite enfance par l’association Mervent. Plus d’informations directement auprès de Ti Ar Vro Kemper.

Ar c'helenn divyezhek e tiriad an tolpad kêrioù

Abaoe 2021 ez eus teir skol bublik e Kemper gant klasoù divyezhek (Jacques-Prévert, Yves-Le-Manchec, hag Edmond-Michelet).
Er c'hlasoù-se e vez kelennet e brezhoneg hag e galleg, gant kement amzer gouestlet da bep yezh, adalek ar skol-vamm betek fin ar c’hentañ-derez.
N’eo ket ret bezañ o chom e gennad ar skol evit enskrivañ ar vugale e skolioù divyezhek publik Kemper.

Ur video savet gant ar Gêr a laka war wel treuzkas ar brezhoneg, dre ar programmoù lakaet e pleustr er magourioù hag er skolioù publik www.youtube.com

E tirad an tolpad-kêrioù ‘zo klasoù divyezhek e Pluguen, Ploveilh, An Erge-Vras (Lestonan) ha Brieg, hag ivez er skolioù prevez (Sant-Charlez e Kemper) hag er skolioù Diwan (Kerfeunteun, Penharz ha Krec’h Gwenn).

Gant Ti ar Vro Kemper hag an hentennoù kelenn divyezhek e vez embannet bep bloaz ur follennig a ginnig muioc’h a ditouroù. Er follenn-mañ e vez kinniget ivez ar programmoù tañva brezhoneg roet er skolioù publik hag el lec’hioù degemer ar bugaligoù gant ar gevredigezh Mervent. Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant Ti Ar Vro Kemper.

Maison du Patrimoine : les guides en breton toujours disponibles

EXPLORATEURS - Découvre Quimper avec Maout

En partenariat avec l’Office Public de la Langue Bretonne (OPLB), la service Ville d’art et d’histoire a traduit le livret-jeu « Découvre Quimper avec Maout », destiné aux 6-12 ans à réaliser en famille.
Ce livret-jeu a été réalisé dans le cadre d'un projet tutoré du Master Patrimoine de Quimper et remporte un franc succès. Le livret est proposé pour la famille entière, avec les enfants aux manettes. Il est possible de le réaliser en solo ou même avec un guide-conférencier qui devient un peu le maitre de cérémonie.
Une fois les énigmes résolues, les enfants sont amenés à récupérer un cadeau (des cartes postales avec tous les personnages - tous dessinés par @pernette_illustrations - instagram) à l'Office de Tourisme. Le plan est également traduit en breton dans le livret.

PARCOURS - Découverte de Quimper

En partenariat avec l’OPLB, le service Ville d’art et d’histoire a traduit ce guide découverte de Quimper. C'est le document de référence pour découvrir Quimper avec trois circuits qui emmènent le public touristique au cœur de ville, à Lokmaria et dans le quartier des années 30...
Pour les locaux comme les visiteurs. Idéalement illustré avec de belles photos, des dessins d'auteur et des photos d'archives. Le plan est également traduit en breton.

Ti ar Glad : levrioù-heñchañ e brezhoneg

ERGERZHOURIEN / ERGERZHOUREZED - Dizoloit Kemper gant Maout

Lakaet eo bet da dreiñ, gant servij Kêr an Arz hag an Istor, gant Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) al levrig-c’hoari "Dizoloit Kemper gant Maout", savet evit ar vugale etre 6-12 vloaz hag o familhoù.
Krouet eo bet al levrig-c’hoari-mañ en ur raktres kaset gant ar Master war ar Glad e Skol-veur Kemper ha berzh bras en deus. Savet eo al levrig evit ar familh a-bezh, gant ar vugale o kemer ar penn. Gallout a reer c'hoari e-unan pe c'hoazh gant un heñcher(ez)-prezeger, seurt Mestr-lidoù.
Ur wech diskoulmet an divinadelloù e c’hall ar vugale dastum ur prof (kartennoù-post gant an holl dudennoù – treset gant @pernette_illustrations – Instagram) e Ofis an Touristerezh. Troet eo ar gartenn e brezhoneg el levrig ivez.

HENTAD - Dizoleiñ Kemper

Gant an OPAB en deus servij Kêr an Arz hag an Istor troet ar sturlevr-mañ evit dizoleiñ Kemper. Ar sturlevr da gaout eo evit ergerzhout Kemper, ennañ teir hent a gas ar weladennerien da greiz-kêr, da Lokmaria ha da garter ar bloavezhioù 1930.
Evit tud ar vro hag ar weladennerien. Skeudennaouet brav gant fotioù kaer, tresadennoù oberourien ha skeudennoù dielloù. Troet eo ar gartenn e brezhoneg ivez.