Drapeau bretonGant 9,2% eus skolidi ar c’hentañ derez enskrivet e klasoù divyezhek e 2024, emañ Kemper gant ar feur uhelañ e-touez dek kêr vrasañ Breizh. Evit ar pezh a sell ouzh an niver a skolidi emañ Kemper en trede renk e Breizh, a-dreñv Roazhon ha Brest, gant 755 skoliad enskrivet en hentennoù divyezhek.
Diskouez a ra an disoc'hoù-se ur spi diorren bras. Hervez sontadeg TMO-Rannvroioù 2024 e sav 78% eus an dud aterset e Penn-ar-Bed a-du gant kreñvaat ar c’helenn brezhoneg er skolioù.
E Kemper Breizh-Izel
1 173 bugel a zo skoliatet en hentennoù divyezhek, en o zouez 847 er skol-vamm ha 326 en eil derez. Dre ar munud : 374 skoliad er skolioù Diwan (215 er c’hentañ derez ha 159 en eil derez), 605 er skolioù publik (483 er c’hentañ derez ha 122 en eil derez), ha 194 er skolioù katolik (149 er c’hentañ derez ha 45 en eil derez).
Kresk daoust d'an digresk demografek
E penn-kentañ ar bloavezh-skol 2025 e oa kresket un tammig an niver a vugale skoliatet e klasoù divyezhek er c’hentañ derez (+15 skoliad, pe +1,8%), daoust ma oa digresket an niver a skolidi er c’hentañ derez dre vras, gant an digresk demografek.
Dre rouedad
Digresket eo un tammig an niver a vugale skoliatet e skolioù Diwan Kemper e 2025 er c’hentañ derez (-2,7%), goude ur c’hresk ar bloaz paseet (+3,3%). Ur c'hresk bihan a zo bet er skolioù publik (+1%). Hag er skolioù katolik eo brasoc’h ar c’hresk (+16 skoliad, pe +12%), a-drugarez da zigoradur un hentad divyezhek e Plogoneg – ar c’hentañ hentad katolik digoret abaoe daouzek vloaz e KBI – hag ivez da greskoù bihan e skolioù an Erge-Vras ha Kemper. Ur raktres digeriñ un hentad divyezhek publik nevez a zo en distro-skol a zeu e Plogoneg ivez.
Klasoù divyezheg a vez kavet e c’hwec’h eus pevarzek kumun KBI : Kemper, Pluguen, Ploveilh, an Erge-Vras, Brieg, ha Plogoneg.
E Kemper, ouzhpenn ar c’helenn divyezhek, ‘vez kinniget e 23 c’hlas e 17 skol, prantadoù tañva brezhoneg – kaset gant ar greizenn stummañ Mervent – e-pad un eurvezh bep sizhun. Arc’hantaouet eo ar programm-se gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kêr Gemper ha Rannvro Breizh.
Titouroù
Ur bajenn a zo gouestlet war lec'hienn Kêr Gemper d'ar c'helenn brezhoneg, o kinnig ivez danvez dro-tro d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh : www.quimper.bzh/1818-des-ressources-pour-apprendre-le-breton.htm