Pemzektevezh an embregeriezh Eus an 19 a viz Du d’an 13 a viz Kerzu, e kinnig Kemper Breizh-Izel trede abadenn Pemzektevezh an embregeriezh e tiriad an tolpad-kêrioù !
Ouzhpenn 40 emgav digoust evit gwelet petra eo bezañ embreger pe embregerez, stagañ ganti, arc’hantaouiñ ho raktres ha merañ hoc’h embregerezh.
Kenaozet gant Kambr kenwerzh ha greanterezh Penn-ar-Bed ha gant Kambr micherioù hag artizanerezh Breizh, a-gevret gant meur a oberour eus an tiriad