Gant Kemper Breizh Izel e vez skoazellet an aozadurioù a labour evit sikour krouiñ embregerezhioù, evit sikour ar c’henemprañ ekonomikel ha broudañ ar spered embreger. Reiñ a ra skoaziadoù argant dezho.
Gant an Adie (kevredigezh evit ar gwir d’an intrudu ekonomikel) e vez kinniget ar c’hredad kengret ha sikouret e vez an dud a fell dezho krouiñ o embregerezh pe lakaat anezhañ da greskiñ.
Graet eo evit an dud a zo diaes an traoù ganto, a zo er-maez marc’had al labour (ar re a douch ar c’horvoderioù sokial izek, a zo diasur o labour...). Kinnig a ra argantaouiñ e stumm mikrokredadoù (evit prenañ an ostilhoù a zo ezhomm evit kregiñ gant ur mikro-obererezh), prestañ argant diouzh ar feur zero, sikourioù digoust hag ur mikro-asurañs..
E 2014 e oa bet sikouret e-giz-se krouiñ pe kreskiñ un tregont embregerezh bennak e Kemper Breizh Izel.
Ti an embregerezhioù - 4 straed Kerogan - 29000 Kemper - Pgz 0800 800 566 (niverenn digoust adalek ur pellgomzer diloc’h evit an dud a fell dezho kas ur raktres war-raok). Ret goulenn emgav.
www.adie.org
Graet eo ar gevredigezh-mañ evit sikour tud berr an argant ganto pe diaes an daremprediñ dezho, pe lakaet e-maez ar gevredigezh ha bed al labour, da gaout argant evit sevel embregerezhioù bihan hag a grou postoù labour.
An embregerezhioù-se a c’hall bout :
Ti an embregerezhioù - 4 straed Kerogan - 29000 Kemper - Pgz 02 98 64 74 77 - www.bretagneactive.org
Sikour a ra ar grouerien embregerezhioù eus deroù ar raktres betek ambroug e-pad daou vloaz goude ar grouidigezh. Emañ ar Stal verañ en departamant abaoe 1997. Stag eo ouzh rouedad ar Stalioù merañ e Frañs, ar rouedad dizalc’h brasañ (e-keñver an niver) evit a sell ouzh sikour krouiñ embregerezhioù.
Labour ar Stalioù merañ eo degas o skiant-prenet, ostilhoù, anvioù tud hag aozadurioù talvoudus, d’ar re a fell dezho kas ur raktres war-raok, dezho da zont a-benn eus o afer, ha pa cheñchfe o raktres e-pad ar c’heit-se.
Ti an embregerezhioù - 4 straed Kerogan - 29000 Kemper - Pgz 02 98 46 24 14- www.bg-finistere.com
Krouet e oa bet ar gevredigezh Kerne Intrudu e 2000 gant tud hag a labour war dachenn ar c’hrouiñ embregerezhioù e Kerne. Enni e kaver strollegezhioù lec’hel, embregerezhioù, bankoù, kambroù an ekonomiezh ha re all hag a labour war an dachenn sokioekonomikel er vro.
Gant ar savenn intrudu lec’hel Kerne Intrudu e vez aotreet prestoù a enor da dud hag a grou pe a adkemer embregerezhioù, evit solutaat o fontoù piaouel, dezho da zont a-benn d’argantaouiñ o raktres.
Pourchaset e vez argant d’ar font emellout gant ar strollegezhioù publik (kumuniezhoù-kumunioù ha tolpad-kêrioù Kerne, Kuzul-departamant, Kuzul-rannvro, Stad, Kef fiziañ), hag ivez gant stalioù prevez. Mont a ra ar font en-dro gant e argant dezhañ pa vez krog ar grouerien da resteuler ar pezh a zo bet prestet dezho.
145 Bali Kerradeneg - 29330 Kemper cedex - Pgz 02 98 98 29 16 - www.cornouaille-initiative.fr
Graet eo ar stroll implijerien-mañ evit aozañ hentadoù kenemprañ ha micherelaat evit an dud dilabour a zo diaes dezho mont e-barzh bed al labour : tud yaouank hep stummadur, tud dilabour pell zo, tud hag a douch ar c’horvoderioù sokial izek.
Krouet eo bet ar GEIQ BTP gant an dud a labour war dachenn ar sevel tier gant sikour Kemper Breizh Izel. Hiziv an deiz eo renet ha meret gant an implijerien a zo ennañ. Evit tuta gopridi e laka an holl aozadurioù talvoudus er vro evit an degemer da gemer perzh : PLIE, Kefridiezh lec'hel, kevredigezhioù, servijoù sokial...
1, hent Gouenac’h - 29170 Pluwenn - Pgz 02 98 54 65 48 - www.geiqbtp.fr
Ar gevredigezh Cadr’action a zo he fal sikour ar sternerien, nevez-tapet un diplom ganto pe pell zo war ar vicher, da gavout pe da adkavout labour. Skourr ar gevredigezh evit an departamant eo. Kinnig a ra ur savenn evit ar sternerien a zo o klask labour.
Chrysalide zo ur gevelouri obererezh hag implij bet krouet e fin 2002 e Pont-’n-Abad. Graet eo al lodenn « obererezhioù » eus ar gevelouri evit an dalc’herien raktresoù, dezho da welet ha gallout a reer kinnig an obererezh-mañ-obererezh ha neuze lakaat anezhañ e pleustr gant ar statud embreger gopret. Al lodenn « implij » zo evit lakaat obererezhioù an embregerien da badout. Pep hini anezho a grou e bost labour e diabarzh ar c’hevredad kevelouri.
Stag eo an embregerien ouzh ar gevelouri evit a sell ouzh an telloù hag ouzh ar gwir, graet e vez war-dro o c’hontoù, sikouret e vezont unan-hag-unan hag a-stroll evit kas o raktres da benn. En eskemm e roont 10 % eus sifr o aferioù d’ar gevelouri, abalamour da zegas o lod dezhi.
Kavout a reer 115 obererezh disheñvel-tre er gevelouri.
Er CAE29 ez eus peder c’hevelouri pep a dachenn ganto :
Peurliesañ, an embregerien gopret n’o dez ket lojeiz a-ratozh evit o obererezh ha labourat a reont er gêr pe war ar chanterioù. Gant se ez eus fellet d’un dek bennak anezho en em lakaat asambles evit feurmiñ ur stal, abalamour da gaout ur gwir lojeiz evit o micher. Neuze he deus kemeret Chrysalide, war hec’h anv dezhi, ur batis 306 m2 dezhañ e labouradeg kozh ar stal Enag, straed Pierre Mendes France. Sikouret he deus Kemper Breizh Izel paeañ kement-se.
51 straed Janed Ark - 29000 Kemper - Pgz 02 98 66 09 99 - www.chrysalide.coop
Embregerezed e Breizh a sikour hag a ginnig stummadurioù d’ar maouezed a zo e-sell da grouiñ o embregerezh, a laka an eil re da dennañ mad eus skiant-prenet ha barregezhioù ar re all gant ur rouedad maouezed hag a zo e penn embregerezhioù, ha dre vrudañ spered an embregerezhioù.
Skoazelloù argant a vez roet dezho gant Kemper Breizh Izel ha lezel a ra anezho d’implijout, kuit a baeañ, ur burev er vagerezh embregerezhioù, e Krec’h Gwenn.
www.entreprendre-au-feminin.net
Krouet e oa bet Cornoualia e 2000 gant Klub embregerezhioù Bro-Gerne. Ur stroll implijerien hep pal kenwerzhel eo, renet diouzh lezenn 1901, abalamour da bourchas implijidi d’an izili. Staliet eo Cornoualia e Kemper hag e Kemperle.
Pa vez ezhomm gant daou pe dri embregerezh da implijout tud darnamzer evit ur mare eus ar bloaz hepken, e vezont bodet gant Cornoualia evit krouiñ ur CDI leunamzer pe darnamzer dibabet.
Gallout a ra kement embregerezh a zo, forzh pegen bras e vefe ha petra bennak e vefe e dachenn, mont e-barzh Cornoualia.
2 576 € eo ar skoaziad roet gant Kemper Breizh Izel e 2014, ar pezh a ya d’ober 46 €/skoliad e CFA ar sevel tier (AFOBAT) ha 460 € evit sevel an diskouezadeg « unan eus gwellañ micherourien Frañs ».
Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex
Rener : Laurent Bruchon
Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh