Kemper Breizh Izel a ro lañs d’e Raktres evit ar Boued en Tiriad Luc’hskeudenn evit skeudennaouiñKrog eo Kemper Breizh Izel gant un argerzh evit diorren ur Raktres evit ar Boued en Tiriad (RBT) en he c’horn-bro. Pal ar raktres-se eo kinnig ur boued yac’h, dizañjer ha padus d’an holl, ken d’ar vevezerien hiniennel ken d’ar pretioù stroll.
Al labour kentañ e vo krouiñ ur poellgor leviañ ennañ oberourien a bep seurt an tiriad : produerien, treuzfurmerien, dasparzherien, kevredigezhioù, bevezerien, kambroù koñsulel, strollegezhioù tiriadel, servijoù ar Stad… Ar pal : sevel ur gwir argerzh tiriadel.
Goude un diagnostik da c’houzout petra eo produadur al labour-douar lec’hel hag an ezhommoù boued en tolpad-kêrioù, e vo savet ur steuñv ober evit gallout aesoc’h kaout boued a-feson, a-drugarez d’ur c’henlabour etre an holl oberourien. Obererezhioù war verr pe war hir dermen a vo kinniget neuze.
Gant an RBT e c’haller reiñ ur framm strategel hag oberiant d’an obererezhioù a-fet ar boued, da respont da gudenn ar gwriziennañ en tiriad war an dachenn sokial, hini an endro hag an ekonomiezh : frammañ ha kreñvaat ar filierennoù produiñ lec’hel (krouiñ ur c’helc’hiad gounit legumajoù) ; skoazell d’al labourerien-douar d’en em staliañ ; stourm ouzh ar foranañ boued ; talvoudekaat ar glad…
An argerzh-se a respont dreist-holl da redioù al lezenn Egalim, a laka palioù sifret evit ma vo kinniget boued bio ha/pe boued a dalvoudegezh uhel a-fet an endro er pretioù-skol.