Eflenn, ger ha ger : un diskouezadeg gant Jean-Yves Pennec er Mediaoueg Alain-Gérard

Degemer Neventioù Neventioù

Eflenn, ger ha ger : un diskouezadeg gant Jean-Yves Pennec er Mediaoueg Alain-Gérard

Eflenn, ger ha ger : un diskouezadeg gant Jean-Yves Pennec er Mediaoueg Alain-Gérard Diskouezadeg Jean-Yves Pennec
Le 02/12/2021 • Mis à jour le 02/12/2021 | 16h15

Da-geñver adkrog ar programm diskouezadegoù e vez degemeret un diskouezadeg oberennoù gant Jean-Yves Pennec betek ar 27 a viz C’hwevrer 2022 er mediaoueg Alain-Gérard.

Ganet eo bet Jean-Yves Pennec e 1958 e Kemper. Studiet en doa ar prederouriezh e Brest hag e Tours a-raok dont da vezañ arzour-neuziañ leunamzer. Diskouez a ra e oberennoù e Bro-Frañs hag en estrenvro abaoe 1997. Hiziv an deiz e labour e Kemper.

Dibarded labour Jean-Yves Pennec a zeu eus an dafar a vez dibabet gantañ. Nemet hag eñ a vefe bet dibabet gant an dafar-mañ 20 vloaz zo : ar c’harchedoù pe ar bourdilhonoù koad elv. Dastumet e vezont gantañ er marc’hadoù ; ar c’harchedoù koad sklaer-se hag a zougen oranjez, kourjetez, kerez, rezin pe c’hoazh brikoli, istr ha kregin, hervez ar mare, a zo dafar nemetañ e labourioù.

Pa vez aterset Jean-Yves Pennec diwar-benn dibab an dafar-mañ e veneg “ar chañs na vez james anezhi” : e atalier e Kemper, ar fet eo bet lakaet en arvar e labour livañ gant ur chanter reneveziñ en e di hag en doa pellaet anezhañ eus e atalier e-pad ur bloavezh, prenestroù hennezh digoreet e-tal d’un liorzhig-legumaj ma azv tomatez dreist-holl hag, erfin, un emgav dic’hortoz gant un dra eus ar pemdez renket e foñs e atalier evit dastum eostadigoù.

“N’em eus ket komprenet diouzhtu pegen pouezus e teufe da vezañ an dafar-se em labour, emezañ. Met buan-tre ez eus bet un diviz frouezhus etrezomp. Kenderc’hel a ra an diviz-mañ a oberenn da oberenn. Soñjal a ra din em eus kavet ur seurt doubl ha plijout a ra din e teufe eus an hollved plant on tost-tre dioutañ.”

A-wechoù eo al lizherennoù, ar gerioù pe ar skeudennoù serigrafet war ar c’hoad a awen an arzour hag ur raktres pegañ. Ober a ra-eñ gant un troc’hell ha pasiented evit troc’hañ, kempenn ha pegañ tammoù zo hag evit krouiñ marellerezhioù bihan pe bras, livioù flamm warno.

Awenet eo Jean-Yves Pennec gant c’hoarioù gerioù pe istor an arz. En e oberennoù e vez mesket un arz gouiziek gant pakadurioù liesseurt hag a ziskouez gwastilli ha madigoù, traouigoù eus ur “sevenadur“ poblekoc’h o doa merket e yaouankiz. Gwechoù all e vez awenet gant goulennoù a zo c’hoazh gant ar studier war ar prederouriezh a voe ha gant ar paotr al lennegezh hag ar barzhoniezh eo c’hoazh. Krouiñ a ra miltammoù bras ha liesseurt-tre tro-dro da demoù evel ar bugaleaj, an ti kentañ, an identelezh, ar maberezh, ar gwechoù kentañ, an treuzkas, an hêrezh arzel, ar sell...

jeanyvespennec@wanadoo.fr / www.jeanyyvespennec.com

Programm an abadennoù tro-dro d’an diskouezadeg
  • Emgavioù

Diviz etre arz ha lennegezh gant Hubert Haddad, skrivagner, ha Jean-Yves Pennec, arzour
D’ar Sadorn 11 a viz Kerzu, da 10e30
Diskouezva

Tro-dro d’al lizherenn gant Hubert Haddad, romanter, skridarnodour engouestlet, krouer ar gelaouenn lennegel Apulée

Skriveet en deus Hubert Haddad kalz a levrioù, Palestine (loreet gant ar Priz Renaudot Poche 2009), Le Nouveau Magasin d’écriture ha le Peintre d’éventail en o zouez.
D’ar Sadorn 11 a viz Kerzu da 3
Selaouva

  • Gweladennoù

Gweladennoù an diskouezadeg gant an arzour.
D’ar Sadorn 15 a viz Genver ha d’ar sadorn 12 a viz C’hwevrer 2022 da 3e

Informations pratiques

  • Du 20/11/2021 au 27/02/2022