Atalieroù roteliñ : fardit ur rotel a-zoare !

Degemer Neventioù Neventioù

Atalieroù roteliñ : fardit ur rotel a-zoare !

Atalieroù roteliñ : fardit ur rotel a-zoare ! Un atalier roteliñ
Le 22/04/2022 • Mis à jour le 22/04/2022 | 15h29

Penaos fardañ e rotel, sed aze un dra hag a zo talvoudus da zeskiñ. Ha gallout a rit en ober a-drugarez da Servij Endro Kemper Breizh Izel a ginnig bep miz un atalier roteliñ. Ar pal ? Titouriñ ar re vihan hag ar re vras ha dizoleiñ an argerzh naturel-mañ. An atalieroù o tont a vo d’ar Merc’her 27 a viz Ebrel, eus 3e da 4e30 goude-merenn, d’ar Sadorn 21 a viz Mae, eus 10e da 11e30 vintin ha d’ar Merc’her 22 a viz Mezheven, eus 3e da 4e30 goude-merenn, e Kemper.

Petra eo ar rotelerezh ?

Un argezh naturel eo hag a zispenn an danvez organek a-drugarez da vikro ha makro-organegoù a vev en douar. Labourat a reont pa vez aer ha dour tro-dro dezho. Ha gallout a reer roteliñ pe en ur bern pe en ur roteler.

Perak dibab ar rotelerezh ?

Evit ho liorzh : gallout a rit fardañ ho produ strujusaus 100% naturel.

Evidoc’h hag evit ar re all : o tigreskiñ ho lastez hag o talvoudekaat ho lastez bevzispennadus.

Evit an endro: ur jestr simpl eo evit kemer perzh e gwarez hon endro.

An atalieroù roteliñ

Ur wech ar miz e vez kizidikaet annezidi an tolpad-kêrioù ouzh ar rotelerezh gant an atalieroù-se. E pelec’h staliañ e roteler ? Penaos implijout e rotel ? Petra eo ar jestroù gwellañ evit magañ mat anezhañ ? Respontet e vez d’ar goulennoù-se e pep atalier.

Digor e vezont d’an holl ha digoust e vezont ivez. Betek 15 den a c’hall dont d’un atalier ha ret eo lakaat e anv, ar pezh a c’haller ober gant kannadourien an diorren padus. Lec’h an atalier a vez kemennet pa lakaer e anv. Pgz : 02 98 98 89 58 – atri@quimper.bzh