• Brezhoneg

Gar-Liorzh : Adkavit al lizher “Titouroù chanter” #7 (ebrel/mae/mezheven)

Degemer Neventioù Neventioù

Gar-Liorzh : Adkavit al lizher “Titouroù chanter” #7 (ebrel/mae/mezheven)

Gar-Liorzh : Adkavit al lizher “Titouroù chanter” #7 (ebrel/mae/mezheven) 7vet lizher "Titouroù chanter"
Le 29/04/2022 • Mis à jour le 29/04/2022 | 11h56

Evit titouriñ diouzh ar gwellañ annezidi, kenwerzhourien hag implijerien karter an ti-gar diwar-benn chanter ar Pol eskemm liesvod hag evit aesaat o buhez pemdez e oa bet lakaet war-sav meur a venveg gant Kemper Breizh Izel. Hizivaet e vez ingal neuze an titouroù diwar-benn ar prantadoù hag al lec’hioù chanter, kemmoù an tremenerezh hag an tuioù tremen, hag all.

Ul lizher “Titouroù chanter” a zo bet krouet e stumm paper ha dasparzhet e vez ingal a-walc’h e boestoù-lizhiri ar c‘harter evit heuliañ araokadennoù ar chanter “bep ma teuont”. Kavet e vez ivez e diazezadurioù Kêr hag an tolpad-kêrioù.