• Brezhoneg

Gar-Liorzh : Ur poent war chanter ar Pol eskemmoù liesvod

Degemer Neventioù Neventioù

Gar-Liorzh : Ur poent war chanter ar Pol eskemmoù liesvod

Gar-Liorzh : Ur poent war chanter ar Pol eskemmoù liesvod Al labourioù evit ar raktres Gar-Liorzh
Le 25/05/2022 • Mis à jour le 25/05/2022 | 17h28

Abaoe an 23 a viz Mae eo krog ur prantad nevez evit labourioù ar Pol eskemm liesvod e bali ar Gar hag adalek ar 7 a viz Mezheven e krogo unan all e bali an Dieubidigezh.

Evel ar pezh a zo bet dija abaoe deroù ar chanter :

  • E vo dalc’het an tremenerezh untu war-zu ar c’hreiz-kêr etre bali an Dieubidigezh hag ar straed Jakez Karter.
  • E vo dalc’het mont d’an ti-gar (kirri-tan, marc’hoù-houarn, tud war droad…) dre an dizroennoù a zo abalamour d’al labourioù.
  • E chomo digor stalioù ar c’harter betek fin al labourioù.
Abaoe an 23 a viz Mae : Prantad labour kentañ e bali ar Gar

E bali ar Gar eo krog prantad kentañ al labourioù abaoe al Lun 23 a viz Mae hag echu e vo e kreiz miz Eost. Er prantad chanter-mañ e vo adgraet an hent, ar parklec’h hag ar riblennoù-straed.

E-keit-se e vo berzet an tremenerezh evit an otoioù e bali an dieubidigezh etre ar straed Aristide Briand ha straed an Doktor Guillard. Un dizroenn a zo bet staliet eus ar c’hreiz-kêr dre ar straedoù Aristide Briand, an Dean ha Konk Kerne evit ma c’hallfed mont d’an ti-gar ha d’ar stalioù.

Al labourioù peurechuiñ a gendalc’ho tamm-ha-tamm war-lerc’h miz-Eost gant saverezh un enezennig e mont-tre ar straed Jakez Karter (fin miz Eost), staliadur an arrebeuri-kêr (fin miz Eost). Staliet e vo plant en diskaramzer hag er goañv ha graet an terañ e miz Kerzu (labourioù diouzh noz).

Adalek ar 7 a viz Mezheven : Chanter bali an Dieubidigezh a cheñch tu

Aozet eo bet al labourioù gant daou brantad da heul evit mirout bepred un hent tremen untun. Un hanter eus an hent hag ar riblenn-straed stag a zo adsavet an eil re war-lerc'h ar re all.

Goude un prantad kentañ eus tu an hent-houarn e kendalc’ho ar chanter en tu-all d'ar straed adalak ar 7 a viz Mezheven ha betek fin miz Eost.

Ne cheñch ket an tu tremen evit ar c’harbedoù : tremenerezh untu war-zu kreiz-kêr.

Evit an dud war-droad e vo ret tremen e norzh bali an Dieubidigezh. Staliet e vo un hentad padus evit ma c’hallo an dud mont d’ar stalioù ha d’an annezoù. Treuzell a c’hallo bezañ staliet ma vez ret.

Evit aesaat al labourioù e vo krennet mont d’ar c’harrdioù etre 6e noz hag 8e vintin.

C'hoant ho peus da c'houzout hiroc'h diwar-benn ar raktres

Mareoù degemer a vez aozet er C’hae-lestrañ (4 straed Jakez Karter) bep Lun ha bep Merc’her eus 9e da 12e30 vintin ha eus 1e30 da 5e goude-kreisteiz.

Facebook : @GareParcQuimper
Chomlec’h postel ar raktres : gareparc@quimper.bzh