• Brezhoneg

Nevezenti : ur weladenn heñchet e brezhoneg

Degemer Neventioù Neventioù

Nevezenti : ur weladenn heñchet e brezhoneg

Nevezenti : ur weladenn heñchet e brezhoneg Banniel Breizh ouzh talbenn Ti-Kêr hag an tolpad-kêrioù
Le 03/06/2022 • Mis à jour le 03/06/2022 | 09h43

Da heul labourioù ar bodad kumuniezh brezhoneg e kinnig Kemper Breizh Izel un darvoud kentañ evit brezhonegerien ha brezhonegerezed ar vro e miz Even : ur weladenn heñchet e brezhoneg e Milin Kervegenn, en Erge Vras.

Ur weladenn heñchet e brezhoneg e Milin Kervegenn

C’hoant he deus Kemper Breizh Izel da gemer perzh e buhez brezhoneg ar c’horn-bro ha krouiñ lec’hioù ha mareoù gouestlet da implij ar brezhoneg en takad foran.

Gant an tolpad-kêrioù e vez aozet ur weladenn heñchet e brezhoneg e Milin Kervegenn, en Erge Vras, d’ar Sadorn 11 a viz Mezheven, da 10e30 vintin.

Jonas ar Gall, ar miliner, a ginnigo d’un 20 gweladenner bennak istor e embregerezh, e doareoù-labour ha mont en-dro ar vilin. Ur maread plijadur a vo kinniget war-lerc’h ar weladenn evit komz e brezhoneg.

Un digarez e vo an darvoud-mañ evit m’en em gavo brezhonegerien ha brezhonegerezed ar vro, evit dizoleiñ mont en-dro an ti-feum bio-mañ hag evit kaozeal e brezhoneg. Ar berzhidi a c’hallo prenañ produioù an ti-feurm ivez.

Digor d’an holl ha digoust eo an darvoud. Emgav d’ar Sadorn 11 a viz Mezheven, da 10e30 vintin, e Kervegenn, en Erge Vras. Enskrivadur dre ret e thomas.moysan@quimper.bzh

Informations pratiques

  • Le 11/06/2022