• Brezhoneg

Pol eskemmoù liesvod : krog eo chanter an dreuzell

Degemer Neventioù Neventioù

Pol eskemmoù liesvod : krog eo chanter an dreuzell

Pol eskemmoù liesvod : krog eo chanter an dreuzell Diri an dreuzell vras
Le 29/06/2022 • Mis à jour le 29/06/2022 | 16h43

War-lerc’h meur a viz labour gouestlet d’ar rouedadoù danzouar e krog ur prantad nevez evit chanter ar Pol eskemmoù liesvod : sevel an dreuzell vras.

Dor Kerne e vo ar raktres Gar-Liorzh a gengraio da zedenn ha brud an topad-kêrioù.
Gant an dreuzell o vezañ savet e vo graet al liamm etre an ti-gar, sal an holl sportoù ha balioù an Dieubidigezh hag ar Gar. E-giz-se e vo aesaet mont d’an ti-gar war-droad, ar pezh a zo unan eus palioù ar savadur meur-mañ.
Pa vo echu e aesao ivez an dreuzell mont d’ar c’harterioù e norzh (Gourmelen, Redva-kezeg) ha da gaeoù an ti-gar a c’haller mont di hiziv gant ur riboul danzouar.
Pevar fignerez bras a vo staliet evit ma vo aes d’an dud dalc’het en o c’herzhed (TDK) mont war ar c’haeoù.

Un elfenn veur eus ar raktres Gar-Liorzh eo an dreuzell-mañ a vo ivez ur gwir gwelva war ar pol eskemmoù liesvod. A-drugarez da stumm eeunlinenn an oberiadur e c’hallor gwelout ar savadur en e bezh.
Gwareziñ a raio an implijerien ouzh an avel hag ar wallamzer dre ma vo savet gant bardelloù-gwer a-enep an avel.

E-maez eurioù digeriñ an ti-gar e vo serr mont d’an dreuzell gant dorikelloù staliet a-us da ziri ar c’haeoù ha gant dorioù-tal ouzh an diri pennañ. Dorioù ar pignerezioù a vo serr ivez.

Fiziet eo bet al labourioù en embregerezhioù GTM Ouest (azezoù) ha Viry (saverezh an dreuzell).
Al lodenn vrasañ eus al labourioù a zo bet graet diouzh noz, hep tredran, evit ma c’hallfe ar skipailhoù labourat war ar c’haeoù hag an hentoù-houarn.

Deiziadur
  • Miz Genver – Miz Even 2022 : Staliañ azezoù an dreuzell (mikropeulioù evit stabilaat an oberiadur)
  • Diouzh noz etre an 11 hag an 12 a viz Even : 12 eurvezh labour evit staliañ pilerioù an dreuzell hag an diri war ar gaeoù
  • Hañv 2022 : Staliañ an diri meur evit mont war an dreuzell eus ar su (bali an dieubidigezh) hag eus an norzh (hent-dall an oded)
  • Diouzh noz etre an 12 hag an 13 a viz Du : Staliañ leur-bont an dreuzell hag he zoenn gant ur c’havr-houarn vras
  • Miz Kerdu 2022 : Staliañ logoù ar pignerezioù
  • Trimiziad kentañ 2023 : Labourioù tro-dro da aveadur an dreuzell (staliadurioù tredan, skrammoù, panellerezh…)
  • Hañv 2023 : Digoradur an dreuzell
Un nebeut sifroù
  • Hirder : 86 metrad hir x 4,5 metrad ledan
  • Pouez leur-bont ha toenn : 198 tonenn
  • Pevar pignerez bras a c’hallo degemer beloioù
  • Ur c’havr-houarn bras 650 tonenn a vo kaset gant 45 sammgarr hag a vo savet e div sizhun
Arc’hantaouiñ an oberiadenn

Sammad hollek : 6,5 milion a euroioù

  • Kemper Breizh Izel : 44%
  • Stad : 35%
  • Rannvro Breizh : 12% (e-barzh ar C’hevrat Stad-Rannvro evit ar Gar)

Ma’z eus goulennoù ganeoc’h diwar-benn ar raktres : gareparc@quimper.bzh

Poent war stad ar chanter

Al lec’hioù foran nevez

E miz genver eo krog al labourioù evit sevel ar parklec’h hirbad, riblennoù-straed ha bali an Dieubidigezh. Kenderc’hel a raio betek miz Gwengolo 2022.
Eus miz Even betek miz Here 2022 e vo savet al lec’hioù foran etre bali ar Gar ha bali an Dieubidigezh.

Mestroniezh an oberiadur : Kemper Breizh Izel
Embregerezhioù : Colas (douarañ hag hentoù), SPIE (rouedadoù), Bellocq Paysages (terkadur ardremez)

Glasveziñ ha plantañ gwez

En terkadurioù kêr o tont eo raktreset :

  • Plantañ 264 gwezenn nevez
  • Mirout 34 gwezenn a zo dija e-lec’h m’emaint ha treuzplantañ 15 gwezenn all en diskar-amzer o tont

Tri seurt gwez a vo :
- Gwez uheloc’h evit 20m (da skouer : pin)
- Gwez etre 8m ha 20m (da skouer : derv-ruz ha faou)
- Gwez bihanoc’h etre 3m ha 8m (da skouer : magnolia a bep seurt)

Gwez disheñvel a vo : gwez rousinek, gwez ar broioù pell ha plant garzhaouek a vev mat en dour.

Ul lodenn eus ar gwez-se a vo plantet e noedoù-kronniañ evit heñvelaat ouzh garzhaouegoù Breizh.

Savadur nevez an ti-gar

Lañset e vo labourioù savadur an ti-gar e miz Gwengolo 2022.

War ar roll : adneveziñ an diabarzh en e bezh (egorenn-c’hortoz, ti ar c’hazetennoù, korn debriñ, egorenn-werzhañ) ha sevel ur savadur e-tal al leurenn gant egorenn-c’hortoz gar ar c’hirri-boutin ha burevioù evit ar stalioù a feurm kirri-tan (Avis/Europcar).

Mestroniezh an oberiadur : SNCF Gares & Connexions (kenarc’hantaouet gant kemper Breizh Izel, Rannvro Breizh hag ar SNCF)

Ur sell war ar C’hae-lestrañ, ti ar raktres Gar-Liorzh

Digor abaoe miz Here 2021 eo al lec’h-titouriñ-mañ goustlet d’ar raktres Gar-Liorzh hag ivez ul lec’h-komz evit tud ar c’harter. Ul lec’h bourrus eo evel ar c’harter e-lec’h m’emañ.

Emgavioù, atalieroù-perzhiañ, abadennoù sevenadurel a vez aozet eno evit an holl, an annezidi, an implijerien, ar genwerzhourien, hag all...

Mareoù degemer a vez aozet diwar-benn ar raktres Gar-Liorzh pep Lun ha pep Merc’her, etre 9e ha 12e30 diouzh ar mintin hag etre 1e30 ha 5e goude-merenn.