• Brezhoneg

Atout Sport, deoc’h da c’hoari ! Vakañsoù hañv : eus ar 4 a viz Gouere d’an 31 a viz Eost

Degemer Neventioù Neventioù

Atout Sport, deoc’h da c’hoari ! Vakañsoù hañv : eus ar 4 a viz Gouere d’an 31 a viz Eost

Atout Sport, deoc’h da c’hoari ! Vakañsoù hañv : eus ar 4 a viz Gouere d’an 31 a viz Eost Atout Sport Kaiak war stank Krec'h Gwenn
Le 08/07/2022 • Mis à jour le 08/07/2022 | 11h37

Atout Sport, kinniget gant Kemper Breizh Izel, a zo ur formulenn evit ober anaoudegezh gant obererezhioù sport, sevenadurel pe skiantel a c’haller pleustriñ en tolpad e-pad ar vakañsoù skol (nemet e-pad vakañsoù Nedeleg). Kinniget e vez d’ar vugale, d’ar grennarded·ezed, hag evit eurioù zo, d’an dud deuet. Reiñ a ra tro da zeskiñ diouzh ouzhpenn 30 obererezh ha kement-se, e prizioù izel-kenañ.

Er programm : sirk, badminton, basket, echedoù, kraperezh, iskrim, jiminas, mell-dorn, hoke war botoù-ruilh, judo, liessport, botoù-ruilh, tennis, tennis-taol, atleterezh, marc'hegerezh, golf, hentad-reteriñ, pesketa, rugbi, gwaregañ, kaiak, kaiak-pesketa, neuierezh, bageal dre lien, arzoù, arzoù neuziañ, eurvezh ar re vihan, gwrierezh, sonerezh, c’hoariva.

Penoas lakaat e anv ?

Prenit ho pilhidi Atout Sport dre unanenn en unan eus al lec’hioù gwerzhañ. N’int ket staget ouzh un obererezh resis. A-drugarez dezho e c’hallit mont d’an holl obererezhioù a zo kinniget, d’an deizioù ha d’an eurioù a zo mat deoc’h.

Gallout a reer prenañ ar bilhidi en holl lec’hioù gwerzhañ kustum.

Gwiriit ez eo posubl c’hoazh mirout bilhidi evit an obererezhioù a blij deoc’h d’an deiz ha d’an eur a zo mat deoc’h a-raok prenañ anezhe. Gwiriit ivez e chom plasoù en ur vont e darempred gant ar c’heveler e-karg.

Ret eo aotre ar gerent evit ar vugale a zo dindan 18 vloaz. Ur fichenn enskrivañ a ranko bezañ leuniet ivez gant ar berzhidi a zo muioc’h evit 18 vloaz. Ar furmskridoù a vez kavet el lec’hioù gwerzhiañ pe enlinenn da bellgargañ.

Al lec’hioù gwerzhañ :

  • E tier-kêr zo eus an tolpad-kêrioù (Brieg, An Erge-Vras, Gwengad, Lokorn, Plogoneg, Ploveilh, Ploneiz, Pluguen ha Kemper).
  • E tier-kêr karter Kemper, en Erge Vihan, e Penhars, e Kerfeunteun hag e ti-kêr ar c’hreiz-kêr.
Ar prizioù

1,6€ eo priz dre unanen ar bilhidi Atoud Sport. Gwerzhet e vez 16€ ivez un dreistbilhed hag a dalv 10 bilhed dre unanenn.