Amzer ar gwez : Eus ar 1tañ d’an 31 a viz Here

Degemer Neventioù Neventioù

Amzer ar gwez : Eus ar 1tañ d’an 31 a viz Here

Amzer ar gwez : Eus ar 1tañ d’an 31 a viz Here Amzer ar gwez 3
Le 16/09/2022 • Mis à jour le 16/09/2022 | 15h21

D’ur mare ma vez soursiet muioc’h-mui eus direizhamant an hin hag eus plas an natur e kêr e vez aozet trede koulzad ar festival Amzer ar gwez gant Kêr Gemper. E miz Here e vo, gant an tem “Ar pezh a liamm an den ouzh ar gwez”.

Er programm : diskouezadegoù, prezegennoù, sonerezh, c’hoariva, lennadegoù hag abadennoù a-leizh evit an holl.

Ret eo an enskrivadur evit abadennoù zo.
Al lodenn vrasañ anezhe a zo digoust.

Abaoe milvedoù ec'h estlammont ac’hanomp gant o lodennoù disheñvel, o stummoù hag o emzalc’hioù hag hiziv-an-deiz c’hoazh e chomont un danvez buhezel evit ar gevredigezh. Bepred o deus ar gwez ambrouget emdroadur Mab-den. Komz diwar-o-fenn eo komz eus ar pezh a vez kavet tro-dro : plant, loened, amprevaned, dour... Komz eus ar bed eo. Penaos kompren gwelloc’h ar boudoù bev ha dielfennañ hol liammoù gant an natur ha peseurt mod int cheñchet ?

Renerezh ardremez, glasveziñ ha bevliesseurted Kêr Gemper a felle dezhañ kinnig ur mare ispisial diwar-benn ar gwez hag ar vevliesseurted en ur labourat gant obererien lec’hel hag en ur zegemer tud brudet en dachenn-mañ.

Gant ar festival-mañ e vez liammet natur ha sevenadur, skiantoù hag arzoù, kizidigezh ha gouiziegezh, preder hag ober. Abadennoù a-leizh a vo : prezegennoù, emvodoù, emelloù er skolioù hag en amzer troskol, gweladennoù heñchet, lennadegoù, diskouezadegoù, arvestoù ha sinema... gant ar pal kinnig doareoù disheñvel d’en em gavout gant ar gwez.