Flapomp! Baleadennoù ha dizoloadennoù e brezhoneg

Degemer Neventioù Neventioù

Flapomp! Baleadennoù ha dizoloadennoù e brezhoneg

Flapomp! Baleadennoù ha dizoloadennoù e brezhoneg Flapomp
Le 04/10/2022 • Mis à jour le 18/11/2022 | 14h04

Da heul labourioù ar bodad kumuniezh brezhoneg he doa kinniget Kemper Breizh Izel ur weladenn heñchet da vrezhonegerezed ha brezhonegerien ar vro e miz Even. Goude an darvoud kentañ-mañ e ro lañs an Tolpad-kêrioù d’ur programm abadennoù nevez e brezhoneg, “Flapomp!” e anv, gant teir abadenn a-raok fin ar bloaz.

Gant “Flapomp!”e fell da Gemper Breizh Izel kemer perzh e buhez ar c’horn-bro e brezhoneg ha krouiñ lec’hioù ha mareoù nevez gouestlet da implij ar brezhoneg er vuhez foran.

D’ar Sadorn 22 a viz Here : Gweladenn heñchet e chapel Kilinenn, e Landrevarzeg, asambles gant Daniel Kernalegenn

Emgav da 10e30 war al lec’h, dirak ar chapel, evit ar weladenn hag ur banne a-raok kimiadiñ.

Perzhidi : 15 den d’ar muiañ

Pad : 1e30 dre vras

Digoust eo an abadenn

Ampellaet - D’ar Sadorn 19 a viz Du : Gweladenn heñchet e Skol vroderezh Kemper gant Pascal Jaouen

Emgav da 10e30 er Skol vroderezh evit ar weladenn hag ur banne a-raok kimiadiñ.

Perzhidi : 20 den d’ar muiañ

Pad : 1e

Priz : 5€, da baeañ war al lec’h

D’ar Sadorn 10 a viz Kerzu : Abadenn tañva bier gant Kaou Gwenn er stal Only Bears

Emgav da 11e30 er stal, e Plasenn an amann, evit un dañvadeg diwar-benn an doareoù bier disheñvel a zo anezhe

Perzhidi : 15 den d’ar muiañ

Pad : 1e

Priz : 15€, da baeañ war al lec’h