• Brezhoneg

Kerlig : ur pol yec’hed a-benn 2020

« En ur grouiñ an divizoù a zo ezhomm evit kenstrollañ an div glinikenn, Kemper Breizh Izel a vir en he c’horn-bro ur c’hinnig yec’hed liesseurt hag a glot mat gant kudennoù hor mare. » Hervé Herry, besprezidant dileuriet evit an arc’hant hag an ekonomiezh

E 2006 e oa bet boulc’het raktres diorren ur pol yec’hed war-dro tregont hektar e Kerlig hag emeur o vont da gregiñ gant an enklask foran. E deroù 2017 e tlefe kregiñ al labourioù da sevel ul liesklinikenn nevez gant Kenwarez Frañs. E-keit-se e werzho Kemper Breizh Izel logelloù evit an trede gennad da ziazezañ obererezhioù e darempred gant ar yec’hed.

C’hoant en deus Kenwarez Frañs da genstrollañ e ziv glinikenn, Sant Mikael ha Kemper Su, er memes lec’h. E balioù : kinnig d’ar glañvourien ur benveg modern, aes mont betek ennañ ha diouzh ar reoladoù mezegel diwezhañ. En em droet eo eta war-zu kêr Gemper ha Kemper Breizh Izel evit kavout an tachennoù a zere ar gwellañ ouzh se.

Kalz perzhioù mat zo gant takad Kerlig. Lec’hiet-brav eo : a-dal da dakad armerzherezh Kuzon emañ, war harzoù hini Gourvili. Dre an hent-tizh B165 hag hent-tro ar gwarlarn e c’haller mont di. Evel-se e vo aes da holl dud Kerne mont d’ar pol nevez-se.

El liesklinikenn nevez-se e vo 250 gwele, a lavarer deomp, gant 600 den hag a labouro enni. Kaset e vo ar raktres da benn gant tisavourien an ajañs AIA eus an Oriant. Ganto e oa bet renet dija savidigezh ur raktres heñvel e Plerin, e-kichen Sant-Brieg.

Tri lec’h en takad-se

An takad 32 hektar a vo lodennet e tri lec’h :

  • An takad en norzh, dezhañ ur gorread 11 hektar, a vo degemeret ennañ pol mezegel Kenwarez Frañs, hag ivez un ti mezegel evit degemer an arbennigourien. Ar pal eo strollañ er memes lec’h an holl vichereien o deus ar glañvourien ezhomm anezho.
  • An takad er su a vo un takad labourerezh servijoù 11 hektar. Ennañ e c’hallor degemer embregerezhioù mezegel, lezvezegel, pe kement obererezh all a roio tro da implijout an takad eus ar gwellañ. Gwerzhet e vo al logelloù-se gant Kemper Breizh Izel ha roet e vo an aotreoù sevel gant kêr Gemper.
  • un takad kreiz dindan 10 hektar a-ratozh evit ar vevliesseurted ha ne vo ket kêriekaet. El lec’h natur-se e vo takadoù gleborek, dreist-holl, ha spesadoù gwarezet evel ar muenned dour, maligorned Kemper, kiroptered pe sourded. Tremen a ra ar BH38 drezañ ha dalc’het e vo evel m’emañ. Emañ Kêr o studiañ penaos sevel abadennoù pedagogel eno pe plediñ gant endro al lec’h.

Deiziataer rakwelet evit sevel ar pol

  • Miz Mezheven 2016 : deroù an enklask foran gant ar prefeti, p’he deus goulennet Kemper Breizh Izel un diferad disklêriañ a laz publik.
  • 2l trimiziad 2017 : labourioù kempenn graet gant Kemper Breizh Izel
  • 2l c’hwec’hmiziad 2017 : deroù sevel ar pol gant Kenwarez Frañs
    2017 [x1] : deroù gwerzhañ logelloù gant Kemper Breizh Izel
  • Echuiñ ha digeriñ ar pol : kreiz 2020

Ar c’houstoù

Koust hollek evit terkañ an takad gant Kemper Breizh Izel : 8,5 milion a euroioù PTM

Koust ar pol mezegel embannet gant Kenwarez Frañs : 55 milion a euroioù PTM

Gwerzhañ, titouroù

Renerezh an ekonomiezh e Kemper Breizh Izel

Ti Kêr ha Tolpad-kêrioù - 44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex

Rener : Laurent Bruchon - Sekretourva : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh