• Brezhoneg

Mediaouegoù

Mediaouegoù Kemper Mediaouegoù Kemper

C’hoant ho peus deskiñ un tamm portugaleg enlinenn a-raok mont da weladenniñ Lisboa ? Kavout mennozhioù evit adkinklañ diabarzh ho ti pe adkempenn ho liorzh ? Amprestiñ kelaouennoù, romantoù…? Gallout a rit en ober !
Ar mediaouegoù a zegemer ac’hanoc’h ingal evit labourat hoc’h-unan pe gant ur strollad, evit labourat war an urzhiataerioù prestet deoc’h evit mont war ar Internet m’ho pez ezhomm pe c’hoazh evit gwelet abadennoù (diskouezadegoù, bannadennoù filmoù, atalieroù…).

Boestoù ostilhoù, lec’hioù a blijadur hag a ziduamantoù, mediaouegoù Kemper Breizh-Izel zo kement-se holl ha kalz a draoù all c’hoazh…

Digoust ha digor d’an holl eo ar mediaouegoù : n’eus ket ezhomm koumanantiñ evit bezañ degemeret brav !

Unnek mediaoueg

  • mediaouegoù Alain-Gérard, Penharz hag an Erge-Vihan e Kemper,
  • mediaouegoù an Erge-Vras, Ploveilh, Plogoneg, Pluguen, Ploneiz, Gwengad, Lokorn ha Brieg.
  • Tud a vicher en ho servij, a zegemer ac’hanoc’h hag a ro alioù deoc'h.
  • Ouzhpenn 400 000 teul : levrioù, CDoù, DVDoù, kelaouennoù…
  • Danvez enlinenn : streaming, ebooks, kentelioù enlinenn...
  • Abadennoù digoust : prezegennoù, diskouezadegoù, emgavioù, bannadennoù...
  • Atalierioù liesvedia
  • Ul levraoueg dibar eus hor glad