• Brezhoneg

Busoù ha kirri‐boutin

Ar rouedad transportoù boutin QUB

Ar rouedad treuzdougen lakaet e plas abaoe miz Genver 2025 a respont da deir gudenn vras :

  • Ober ma c'hellfe an holl implij an doareoù fiñvusted-se
  • Lakaat transportoù boutin el lec'hioù n'int ket ken poblet hag el lec'hioù labour stank en tolpad-kêrioù
  • Gwellaat red an treuzdougen e kreiz-kêr

Ouzhpenn da-se eo bet gwellaet frekañs ar busoù e meur a garter eus Kemper : ur c’harr-boutin bep 20 pe 25 munutenn e-pad an eurioù brasañ evit karterioù Kervalgen, Meilh al Lann, Prad ar Rouz, Ti Bos, Kerlagatu, Mercoeur, Meilhoù Glas, Pol Yec'hed Kerlig, Sant Yann-Vadezour, Penvillerc'h, h.a. Gwellaet eo bet ivez ar servij e Bro C'hlazik gant kresk ar servij war al linennoù 12 ha 17.

 

Klevet hoc'h eus komz eus ar servij QUB Noz ?

Emaoc'h o soñj mont er maez diouzh noz ha n'ouzoc'h ket penaos distreiñ d'ar gêr en un doare sur ? Ar servij QUB Noz a c'haller derc’hel eus al Lun d'ar Sadorn, eus 8 eur noz da hanternoz (ret eo mirout ho plas 1 eurvezh a-raok al loc'hañ d’an diwezhatañ). C'hallit bezañ tapet ha lezet en arsav-bus tostañ, gant ur c'harrig-boutin, hoc'h-unan pe e strollad bihan. 

Ur bonus : ar memes bilhedoù eget re ar rouedad QUB a vez implijet gant ar c’h/QUB Noz… ha digoust eo ar servij d’ar Sadorn ha d’ar Sul !