Gant an tren

Meur a dren a vez bemdez etre Kemper ha Pariz Montparnasse. Padout a ra ar veaj 4 e 15 well-wazh.

Digor e vez an ti-gar, er blasenn Louis Armand :

  • Lun, Meurzh, Merc'her, Yaou eus 04e45 da 00e00
  • Da Gwener eus 04e45 da 00e45
  • Da Sadorn eus 04e45 da 23e00
  • Da Sul eus 08e30 da 00e00

Eurioù d’an deizioù-gouel
Lun - Meurzh – Merc’her – Yaou - Gwener - Sadorn – Sul eus 06e00 da 00e40

Prientit ho peaj, mirit ho pilhedoù hag ho koumanantoù

Evit ho peajoù e Breizh

Etremodelezh

Deservijet e vez ti-gar Kemper gant ul linenn TTB. Ul leurenn etremodel zo ennañ, ma kej meur a zoare treuzdougen :

  • an taksioù eus Kemper a vez parket war leurgêr ar gar pa vezont o c’hortoz beajourien;
  • kirri-boutin ar rouedad-departamant Penn-ar-Bed a loc’h eus gar ar c’hirri-boutin, e-kichen ar porzh-houarn SNCF;
  • Busoù QUB (Kemper Bus) a zo teir linen anezho o tremen dre ar porzh-houarn
  • Ouzhpenn lakaat tud da ziskenn buan eus ar c’hirri dirak ar porzh-houarn e c’haller mont da barkañ kirri, marc’hoù-tan pe marc’hoù-houarn war ur parklec’h noz-deiz.

Gar Kemper

1, Plasenn Louis Armand - 29000 Kemper

Pgz 3635

Kemper Breizh Izel (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh