Istor ha mont en-dro

Ar gumuniezh tolpad-kêrioù

Al lezenn eus an 12 a viz Gouere 1999 evit kreñvaat hag eeunaat ar c’henlabour etre kumunioù, a dermen ar gumuniezh tolpad-kêrioù evel un « diazezadur publik a genlabour etrekumunel (DPKE) a stroll meur a gumun hag a ya d’ober, pa vez bet krouet, un hollad ouzhpenn 50.000 annezad ennañ en un tamm hepken hag hep enklozadur en-dro d’ur gumun greiz pe da veur a hini enno ouzhpenn 15.000 annezad. »

En em unaniñ a ra ar c’humunioù ezel e-barzh un dachennad kenskoazell, evit sevel ha kas da benn a-gevret ur raktres boutin da ziorren ar c’hêrioù ha da derkañ o c’horn-bro. Goude emezeliñ ouzh ur gumuniezh e vez treuzkaset kefridioù zo dre ret. Kefridioù all, da zibab pe diret evel ma lavarer, a c’hall bezañ degemeret gant ar gumuniezh.

Abaoe ar 1 a viz Genver 2000 eo bodet ar seizh kumun a zo e Kemper Breizh Izel e-barzh ur gumuniezh tolpad-kêrioù.

D’ar 1 a viz Genver 2011 e oa em gavet Lokorn gant Kemper Breizh Izel, gant-se ez eus eizh kumun oc’h ober ar gumuniezh-kumunioù.

Poblañs ar gumuniezh-se a sav da 90 283 annezad bremañ (sifroù gant an EBSSA d’an 31 a viz Gouere 2010).

Evel kement diazezadur publik a genlabour etrekumunel (DPKE) e rank Kemper Breizh Izel ober diouzh ar bennaenn arbennigañ : ne ra nemet war-dro an dachenn varregezh a zo bet treuzkaset dezhi. Un DPKE a vez meret, dre vras, evel ur gumun.

An organ divizout : ar c’huzul-kumuniezh

Reolennoù mont en-dro ar c’huzul-kêr zo lakaet da dalvezout evit organ divizout un DPKE. Meret eo ar gumuniezh tolpad-kêrioù gant ur c’huzul a zo ennañ kuzulierien-kumuniezh. Betek-henn e vez dilennet ar guzulierien-kumuniezh gant ar guzulierien-kêr hag en o zouez.

Bremañ e tremen an niver a guzulierien-kumuniezh eus 43 da 48. Ar guzulierien-kumuniezh a zo dileuridi eus ar c’humunioù 1000 annezad hag ouzhpenn e-barzh organoù divizout an DPKEoù a vez dilennet hervez ar mouezhiañ hollek eeun pa vezont merket a-ratozh evit se e-pad an dilennadegoù-kêr. Evel-se emañ kont evit an Erge-Vras, Ploveilh, Pluguen, Ploneiz, Plogoneg, Gwengad ha Kemper.

Votiñ a raio an dilennerien, er memes deiz, gant ar memes bilhed mouezhiañ evit dilennidi e guzul-kêr hag evit re an etrekumunelezh.

Sezoù kuzulierien-kumuniezh ar gumun a vez dasparzhet etre al listennoù diseurt hervez ar memes doare votiñ hag an hini lakaet da dalvezout evit dilennadeg ar guzulierien-kêr. Evit pep hini eus al listennoù-se e vez roet ar sezoù en urzh m’eo bet kinniget an dud a zo war ar renk.

Pa n’eus ket 1000 annezad e Lokorn e vo dilennet ar guzulierien-kumuniezh e-barzh ar c’huzul-kêr : ar maer hag e eilmaer kentañ

Ar prezidant

Ar prezidant eo organ divizout an DPKE. Prientiñ ha seveniñ a ra divizadegoù ar c’huzul-kumuniezh. Urzhier an dispignoù eo ha gourc’hemenn a ra ma vo dastumet ar savadoù.
Karget eo eus ar velestradurezh, met gallout a ra lezel ul lodenn eus e gargoù, dre un diferad, dindan e evezh hag e giriegezh, gant ar vesprezidanted, ha ma vez ezvezant ar re-se pe ma ne c’hallont ket ober, gant tud all eus ar burev.

Gallout a ra reiñ gwir, dindan e evezh hag e giriegezh, da bennrener ar servijoù da sinañ en e anv.

Ar burev

Burev ar gumuniezh-kumunioù zo ennañ ur prezidant, ur besprezidant pe meur a hini ha, diouzh an dro, un ezel all pe meur a hini. Ar prezidant, ar besprezidanted o deus ur galloud dileuriet pe ar burev a-bezh a c’hall, dre un divizadeg gant ar c’humuniezh-kumunioù, kaout ul lodenn eus kefridioù ar c’huzul.
Burev Kemper Breizh Izel zo ennañ ur prezidant ha daouzek besprezidant. Evel burev an ti-kêr, burev ar gumuniezh zo ul lec’h ditourañ ha heñchañ. Kemer a ra perzh el labour da sevel roll-labour ar c’huzul.

Ti-kêr Kemper – Kemper Breizh Izel

Ti Kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex Pgz 02 98 98 89 89 - plr 02 98 95 27 93 - contact@quimper.bzh

Eurioù digeriñ

Ti-kêr kreiz
Degemer : a Lun da Wener eus 8e30 da 6e, da Sadorn vintin eus 9e da 12e
Marilh ar boblañs : a Lun da Wener eus 8e30 da 5e, da Sadorn vintin eus 9e da 12e Servijoù all : a Lun da Wener eus 8e30 da 12e hag eus 1e30 da 5e30

Kemper Breizh Izel (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh