• Brezhoneg

Kefridioùv

Kefridioù ar gumuniezh tolpad kêrioù

Ar c’hefridioù ret

Diorren ekonomikel

Diorren ekonomikel : krouiñ, terkañ, kempenn ha merañ takadoù labourerezh ar gumuniezh a-fet an industriezh, ar c’henwerzh, an trede gennad, an artizanerez, an touristerezh, ar porzhioù pe an aerborzh ; oberoù diorren ekonomikel evit ar gumuniezh.

Terkañ takad ar gumuniezh

  • Brastres evit kenstagded an tiriad ha brastres tolead.
  • Krouiñ ha sevel takadoù terkañ kendoniet evit ar gumuniezh
  • Aozañ an treuzdougen er c’hêrioù diouzh ar pennad II eus titl II al lezenn niv. 82-1153 eus an 30 a viz Kerzu 1982 evit an treuzdougen en diabarzh, gant ma vo doujet da ziferadurioù ar mellad 46 eus al lezenn-se.

Kempouez sokial an annezañ er gumuniezh

A-fet kempouez sokial an annezañ : programm lec’hel an annezañ ; politikerezh al lojeiz a sell ouzh ar gumuniezh ; oberoù ha skoazelloù arc’hant evit al lojeiz sokial er gumuniezh ; tachennoù miret evit lakaat politikerezh ar gumuniezh da dalvezout a-fet kempouez sokial an annezañ ; labourat, dre oberiadennoù gant ar gumuniezh, evit lojañ an dud dibourvez ; gwellaat ar savadurioù a sell ouzh ar gumuniezh.

Gant ar gumuniezh tolpad-kêrioù emañ ar gwir da gentprenañ en takadoù merket, goude un diviz a-du a-berzh ar gumun pe ar c’humunioù. Gant kuzul ar gumuniezh e vez graet evit lakaat politikerezh ar gumuniezh da dalvezout a-fet kempouez sokial an annezañ.

Politikerezh ar c’hêrioù er gumuniezh

A-fet politikerezh ar c’hêrioù er gumuniezh : stignadoù kevratel evit diorren ar c’hêrioù, evit an diorren lec’hel hag ar c’henemprañ ekonomikel ha sokial a sell ouzh ar gumuniezh ; stignad lec’hel, a sell ouzh ar gumuniezh, evit dizarbenn ar felliezh.

Ar c’hefridioù da zibab

Yac’husaat

Gant ar gumuniezh-kumunioù e vez meret an holl staliadurioù yac’husaat stroll en eizh kumun eus ar c’horn-bro, bezet pemp purlec’h, 79 post pompañ ha tost da 459 km a rouedadoù.

Ouzhpenn ar yac’husaat stroll, karget eo Kemper Breizh Izel eus servij publik ar yac'husaat distroll ivez. Ar yac’husaat distroll a reer eus ar staliadurioù hiniennel da dretañ dourioù an tiez. Sellout a ra ar stignadoù-se ouzh an tiez n’int ket liammet ouzh ur rouedad publik evit dastum an dourioù lous hag a rank neuze tretañ anezho o-unan a-raok disteuler anezho er metoù naturel.

Gwareziñ ha talvoudekaat an endro hag al lec’h bevañ

A-fet gwareziñ ha talvoudekaat an endro hag al lec’h bevañ : stourm ouzh saotradur an aer, stourm ouzh an noazadurioù e-keñver trouz, skarzhañ ha talouvedekaat al lastez-ti hag al lastez damheñvel, pe ul lodenn eus ar gefridi-se hervez an divizoù merket gant ar mellad L. 2224-13.

Sevel, terkañ, kempenn ha merañ aveadurioù ar gumuniezh

Sevel, terkañ, kempenn ha merañ an aveadurioù sevenadurel ha sport a zo d’ar gumuniezh.

Produiñ ha dasparzhañ dour

Abaoe ar 1 a viz Genver 2012 eo bet kaset kefridi an « dour » eus kumunioù an tolpadoù-kêrioù da Gemper Kumuniezh. En ur lakaat ar pourvezioù dour hag ar binvioù produiñ e boutin e ra pep tra evit ma vo dasparzhet dour mat da evañ hag evit sikour da gas an traoù war-raok er c’horn-bro.

Ar c’hefridioù diret

Politikerezhioù buheziñ

Buheziñ war ar maez : sikour an ULBAM, dreist-holl en he c’harg leviañ raktresoù.
Sevel abadennoù sport er gumuniezh hag o c’has en-dro, ouzhpenn ar sportoù kinniget gant ar poulloù-neuial hag ar stignadoù Atout sport.
Sevel brastres diorren ar gwenodennoù gweladenniñ hag e vrudañ koulz hag ober war-dro ar c’hehentiñ hag ar skoazelloù aveiñ evit se.

Deskadurezh uhel

Sikour d’an deskadurezh uhel, war-bouez skolioù sevenadurel ar c’humunioù.

Prenañ tachennoù miret

Prenañ tachennoù miret, dre ziberc’hennañ ma vez ezhomm, pa vezont talvoudus evit seveniñ unan eus kefridioù ar gumuniezh ha pa vezont diouzh an dezverkoù termenet en divizadeg-mañ evit ar pol kefridioù a zo anv anezhañ, hervez ar mellad L.300-1 eus kod ar c’hêraozañ, hag en deus levezon e meur a gumun.

Sikour da arc’hantaouiñ sevel ur greizenn-sikour gant ar Sdis ha reiñ skodennoù d’ar Sdis dre ret e-lec’h ar c’humunioù

Plediñ er gumuniezh gant an aotreoù kêraozañ ha kendivizad gant ar c’humunioù war an dachenn-se (mellad R.423-15 eus Kod ar C’hêraozañ)

Yaouankiz

Hep mont dreist kefridioù ar c’humunioù, sevel ur politikerezh evit ar re yaouank (16 - 30 vloaz) hag e lakaat da dalvezout dre

  • sikour ar c’henemprañ micherel, ar stummañ, hag ar c’hlask labour, an annez hag ar fiñvusted, an intrudu, engouestl hag emrenerezh ar re yaouank dre genurzhiañ an obererien, leviañ ar stignadoù hag ar galvoù da raktresoù,
  • Sevel ur politikerezh titouriñ evit ar re yaouank hag evit ma c’hallo an dud mont da-gaout o gwirioù.

Bac'herezh loened

Ti-kêr Kemper – Kemper Breizh Izel

Ti Kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex Pgz 02 98 98 89 89 - plr 02 98 95 27 93 - contact@quimper.bzh

Eurioù digeriñ

Ti-kêr kreiz
Degemer : a Lun da Wener eus 8e30 da 6e, da Sadorn vintin eus 9e da 12e
Marilh ar boblañs : a Lun da Wener eus 8e30 da 5e, da Sadorn vintin eus 9e da 12e Servijoù all : a Lun da Wener eus 8e30 da 12e hag eus 1e30 da 5e30