Budjed

Budjed 2019 : 107 milion a euroioù

D’an 31 a viz Genver e oa bet votet gant ar guzulierien-gumuniezh budjed 2019 Kemper Breizh-Izel (ouzhpenn 100 000 annezad, 14 kumun). Sevel a ra da107 036 237 euro, en o zouez 28 milion a euroioù a zispignoù postañ.

Bez’ eo trede budjed Kemper Breizh Izel, un DPKE* bet krouet d’ar 1 a viz Genver 2017. E 2018 e oa bet unvanet ar statudoù hag e oa bet degemeret raktres ar gumuniezh. Gant hennezh e oa bet kinniget astenn termenadur interest ar gumuniezh a-fet an ober sokial d’ar vugaligoù, da vererezh AHDODoù ar gumun ha da savidigezh ha levierezh kevratoù lec’hel ar yec’hed hag ar yec’hed-spered, hag ivez krouiñ ur gefridi skediñ ha lakaat an DPKE* ivez da seveniñ ur gefridi evit ar cheñchamant energiezh. Dav eo notenniñ ivez emañ poull-neuial ha mediaoueg Brieg dindan Kemper Breiz Izel abaoe ar 1 a viz Genver 2019.

*DPKE = Diazezadur Publik a Genlabour Etrekumunel

11 budjed a ya d’ober budjed Kemper Breizh Izel :

  • ar budjed pennañ (66 milion a euroioù),
  • advudjed an treuzdougen (17,7 milion a euroioù),
  • un advudjed evit an dour – mererezh dindan renadur (1,9 milion a euroioù),
  • un advudjed evit an dour – mererezh dileuriet (4,9 million a euroioù),
  • un advudjed evit ar yac’husaat stroll – mererezh dindan renadur (1,2 milion a euroioù),
  • un advudjed evit ar yac’husaat stroll – mererezh dileuriet (5,2 milion a euroioù),
  • un advudjed a denn d’ar SPYD* (570 000 euro),
  • un advudjed a denn da feurmiñ ar savadurioù ekonomikel (608 360 euro),
  • un advudjed evit an Takadoù armerzherezh (7,8 milion euro),
  • un advudjed evit talvoudekaat an energiezhioù nevezadus (671 055 euro)
  • hag ur budjed evit an obererezhioù er porzhioù (142 850 euro).

*SPYD = Servij Publik ar Yac'husaat Distroll

Feurioù tellañ e 2019

  • Taos war al lojañ : 10,16 %
  • Taos font war ar glad gant savadurioù : 2,61 %
  • Taos font war ar glad hep savadurioù: 2,79 %
  • Skodenn font an embregerezhioù : 25,7 %
  • Taos dastum al lastez-ti : 7,67 %

Ti-kêr Kemper – Kemper Breizh Izel

Ti Kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex Pgz 02 98 98 89 89 - plr 02 98 95 27 93 - contact@quimper.bzh

Eurioù digeriñ

Ti-kêr kreiz
Degemer : a Lun da Wener eus 8e30 da 6e, da Sadorn vintin eus 9e da 12e
Marilh ar boblañs : a Lun da Wener eus 8e30 da 5e, da Sadorn vintin eus 9e da 12e Servijoù all : a Lun da Wener eus 8e30 da 12e hag eus 1e30 da 5e30

Kemper Breizh Izel (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh