Hentoù troioù-bale

Troioù-bale

Troioù-bale Troioù-bale

It da welet Kemper hag he zolpad-kêrioù dre an troiadoù-bale war droad, nevez-krouet pe nevez-kemmet gant « Gwenodennoù ar Stankalar » ha « Baleerien Kerne » ; div gevredigezh ezel eus kevredigezh c'hall ar baleadennoù war-droad. Gant an eizh hentad-se e c’hallit bale dre garterioù ar gumun,en ur dremen dre al liorzhoù hag ar gwezegi hep disoñjal glannoù koant an Oded hag ar Stêr-Deir.

  • Div droiad e karter Penharz
    • Penharz a goad da goad (11 ,5 km - 3 eur)
    • Ar Gornigell, Ledanoù ar Stêr (Bae Kerogan) (9 km - 3 eur)
  • Div droiad e karter Kerfeunteun
    • War-zu chapel Ti Mamm Doue (8 km – 2e40)
    • Ober anaoudegezh gant Stankalar (10 km - 3 eur)
  • Div droiad e karter an Erge-Vihan
    • War roudoù sant Alor (11 km - 3 eur)
    • Krec’h Gwenn, feunteunioù ha taouarc’hegoù (9,5 km - 3 eur)
  • Div droiad e kreiz-kêr Kemper
    • Lokmaria, e deroù Kemper (3,5 - 2 eur dre ma’z eus lec’hioù a-leizh hag a dalvez ar boan da welet)
    • Kemper, ar c’harterioù kozh (5 km – 2 eur dre ma’z eus lec’hioù a-leizh hag a dalvez ar boan da welet ha lec’hioù a-leizh da chom da straniñ, balizennet gant tachoù arem lakaet war al leur e kreiz istorel ar gêr).

Troiadoù balizennet en eizh kumun eus an tolpad-kêrioù

  • Seitek troiad bale berr war droad (PT* eus 3 da 13,5 km) zo kinniget gant poellgor-departamant an troioù-bale e Penn-ar-Bed ha gant kumunioù an tolpad-kêrioù. Balizennet int e melen war an dachenn.

  • Teir zroiad bale war droad (eus 1,4 da 9 km), balizennet e glas, zo kinniget gant 8 kumun an tolpad-kêrioù. Drezo e c’halloc’h gweladenniñ ho kumun hag ar c’humunioù tro-dro, gant ho familh, en ur zibab da gentañ an troiadoù berr a zo aes d’an darn vrasañ eus ar valeerien « vihan » mont ganto.
  • Pevarzek troiad MTB, gant 4 live diaesterioù (eus aes-kenañ da ziaes-kenañ) zo ivez. Hervez ho live hag an amzer a zo ganeoc’h, dibabit ho troiad ha grit anaoudegezh gant ar pinvidigezhioù naturel, ar gwenodennoù bihan hag ar gwezegi, hep disoñjal glad ar savadurioù hag an istor e kumunioù Kemper, an Erge-Vras, Ploveilh, Pluguen ha Plogoneg. Diazlec’h MTB Stankenn an Oded a ginnig deoc’h ivez div droiad, « aes-kenañ » hag « aes » o liveoù e kumunioù Fouenant ha tri hent « diaes » e Bro C’hlazik (Landudal ha Langolen).

Ar sturlevr® « Les environs de Quimper, Fouesnant et Briec à pied » a ginnig ar 17 troiad bale war droad PT*. Ennañ e kavoc’h ivez un nebeud troiadoù kinniget e kumunioù bro Fouenant hag e Bro C’hlazik. (9,5€ - Ti an Douristed Kemper Kerne ha stalioù bras).

Ar sturlevr « Balades et vous dans Quimper communauté » evit an dud n’int ket ken barrek da vale, pe er c’hontrol evit an dud a zo o klask un droiad evit embreger o c’horf da vat, a ginnig tri hent nevez hag a oa bet balizennet e 2015 gant Kêr Gemper, gant skoazell ar gevredigezh « Kemper troioù-bale ». E glas int balizennet war an dachenn :

  • Kemper a-hed an dour (4,8 km, aes, evit ar familh / gwelet ar vro) – loc’hañ eus Plasenn ar Rezistañs
  • Ar Stêr Oded… gant ar familh (4, 5 km, aes, evit ar familh) - loc’hañ eus parklec’h ar C’hal nevez
  • Ober anaoudegezh gant gwezegi an Erge-Vihan dre ar sport (9 km, diaes / ober sport – Loc’hañ eus parklec’h ar poull-neuial Aquarive

Er sturlevr « Balades et vous dans Quimper communauté » ez eus deskrivet 23 zroiad bale war droad kinniget gant eizh kumun an tolpad-kêrioù. Gallout a reer prenañ anezhañ e 3 € e ti an douristed Kemper Kerne hag e kumunioù zo (goulennit titouroù en ho ti-kêr).

Evit sikour ac’hanoc’h da welet an troiadoù kinniget e c’haller kaout kartennoù enlinenn. Ur wech ma vioc’h war ar bajenn-se, heuilhit an traoù kammed-ha-kammed ha grit ho tibab ! Baleadenn vat deoc’h !

Troiadoù bale MTB

Troiadoù bale MTB Troiadoù bale MTB

E park ar sportoù hag an dudiamantoù e c’hall an holl dud mont da bleustriñ war an holl sportoù kinniget o-unan pe sterniet gant ar c’hevredigezhioù a bep seurt a zo war al lec’h :

E-kichen an obererezhioù merdeiñ, ar palikedoù, BMX, park plankennoù-ruilh, c’hoarioù evit ar vugale, ha kement zo… ez eo park ar sportoù hag an dudi al lec’h loc’hañ evit mont gant e varc’h-houarn dre 5 troiad MTB d’ober anaoudegezh gant Kemper.

Gant an troiadoù eus 9 da 39 km e kinniger liveoù diaesterioù a bep seurt adalek « aes-kenañ » betek « diaes-kenañ » evit an droiad vras 39km.

Gant ar 14 troiad all a zo war dachenn Kemper Breizh Izel, e kumun Fouenant hag e Bro C’hlazik, ez eont d’ober un dibab troiadoù bale MTB kinniget gant diazlec’h MTB-Traoñienn an Oded, a zo bet roet ul label dezhañ gant Kevread touristerezh war varc'h-houarn Frañs.

Ti an Diazlec’h MTB zo er 159, boulouard Krec’h Gwenn, dres dirak antre ar poull-neuial Aquarive. Gallout a rit goulenn alioù ouzh an implijad pad a labour e-barzh evit dibab ho troiad hervez ho live pe hervez ho c‘hoant ha kavout a reoc’h ar sturlevr « Randonnées à VTT » hag ur porzh gwalc’hiñ ennañ ivez.

Poellgor-departamant an touristerezh war varc'h-houarn
Pgz 02 98 52 00 81
bases-vtt-29@orange.fr
http://www.bases-vtt-29.fr/ (roudoù GPS a c’haller pellgargañ)

Ar sturlevr « Randonnées à VTT » kinniget gant an diazlec’h MTB-KMHF Traoñienn an Oded a vez gwerzhet e 5 € e Ti an Douristed Kemper Kerne, Ti an Douristed Brieg, ti-kêr an Erge-Vras hag e burev pad MTB Poellgor-departamant an touristerezh war varc’h-houarn e Krec’h Gwenn.

Evit sikour ac’hanoc’h da welet an troiadoù kinniget e c’haller kaout kartennoù enlinenn. Ur wech ma vioc’h war ar bajenn-se, heuilhit an traoù kammed-ha-kammed ha grit ho tibab ! Baleadenn vat deoc’h !

*PT = Pourmenadennoù ha Troioù-bale