Skol velestriñ Breizh Atlantel

En Smba e vez graet stummadurioù uhel war ar c’henwerzh etrebroadel, ar reoliñ hag an dasparzhañ.

Smba kambr kenwerzh ha greanterezh Kemper Kerne (KKG) zo enni tri fol deskadurezh uhel :

  • ar pol kenwerzh etrebroadel Europa-Azia ;
  • ar pol merañ ha melestriñ an embregerezhioù ;
  • ar pol kenwerzh ha dasparzhañ.

E Kampus Smba e vez degemeret 200 stajiad, studierien pe gopridi, bep bloaz.

Pol Kenwerzh Etrebroadel : programm war bemp bloaz roet er stummerezh kentañ

  • Talvoudekaat Bachelouriezh +3 : BBA in Europe-Asia International Business
  • Talvoudekaat Bachelouriezh + 4 dre un diplom doubl :
    • diplom anavezet gant ar Stad « Kargad aferioù Europa Azia »
    • diplom Skol-veur (Kenwerzh Etrebroadel Europa-Azia », e kenlabour gant IAE – SBI Brest
  • Talvoudekaat Bachelouriezh + 5 : MBA in Europe Asia International Business

Pol Merañ ha Melestriñ an Embregerezhioù : stummadurioù diplomus kinniget er stummerezh dibaouez evit ar c’hropridi embregerezhioù, ar glaskerien labour hag an hiniennoù

  • Diplom anavezet gant ar Stad Bachelouriezh +3 « penn embregerezh diorroer EBE » roet gant Skol Melestrerien Breizh.
  • Aotreegezh war ar Mererezh, kinniget e kenlabour gant IAE–SBI Brest.
  • Master 2 MAE, kinniget e kenlabour gant IAE–SBI Brest.

Pol Kenwerzh ha Dasparzhañ : stummadurioù diplomus dre an deskardelezh a-bep-eil pe dre gevratoù micherelaat

  • Diplom anavezet gant ar Stad Bachelouriezh +2 « Prezour Kenwerzhel », « Merour Unvez arbennikaet war ar Gwiadoù hag an Dilhad »
  • « Merour kenwezhel arbenikaet war ar sport »
  • Diplom anavezet gant ar Stad Bachelouriezh +3 « Atebeg Melestrer an Dasparzhañ »

Skol velestriñ Breizh Atlantel

1, bali aod ar Gorkerien – Krec’h Gwenn
29000 Kemper - Pgz 02 98 10 16 16 - Plr 02 98 10 16 00 - administration@isuga.fr

www.emba.fr

Kemper Breizh Izel (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh