EST - Ensavadur skol-veur a deknologiezh

IUT

An Ensavadur, diazezet e Kemper 40 vloaz zo hag e darempred strizh gant an ekonomiezh lec’hel ha rannvroel, zo skoliataet ennañ 1400 studier ingalet etre filierennoù ha stummadurioù arbennik niverus, war dachenn ar boued dreist-holl.

Ar preti hag ar gêrig skol-veur, renevezet penn-da-benn, zo tal-kichen. Birvidik eo buhez ar studierien, ha kaset e vez en-dro gant meur a gevredigezh. Ouzhpenn 40 obererezh sport a vez kinniget dezho bep bloaz.

EST

2 straed ar Skol-veur - 29 334 Kemper cedex - Pgz 02 98 90 02 27 - scolarite.iutquimper@univ-brest.fr - Bus linenn 5

www.univ-brest.fr/iutquimp

Diplom skol-veur a deknologiezh (DSD)

  • DSD teknikoù gwerzhañ (en em stummañ a c’haller dre an deskardelezh)
  • DSD merañ al lec’haveiñ hag an treuzdougen
  • DSD merañ al lec’haveiñ Bloavezh ispisial gant stummadur ha labour a-bep-eil
  • DSD merañ an embregerezhioù hag ar melestradurezhioù (dibab arc’hant kontouriezh pe aozadurioù bihan hag etre pe koskor)
  • DSD ijinerezh biologel (dielfennadurioù biologel ha bevgimiek pe ijinerezhioù boued ha biologiezh)

Aotreegezhioù micherel

An holl stummadurioù a c’hall bezañ graet a-bep-eil, gant ar stummerezh dibaouez hag ivez gant an TSP (talvoudekaat ar skiant-prenet).

  • Prezour evit diorren an embregerezhioù en estrenvro
  • Gwerzhañ produioù ha servijoù arc’hant
  • Gwareziñ ar gounezadurioù ha diorren padus, e darempred gant lise Kerbernez e Ploveilh
  • Embreger
  • Merañ frammoù an ekonomiezh sokial, merañ ar c’hevredigezhioù
  • Merañ ar c’hoskor hag ar paeoù
  • Aquaval : Talvoudekaat ar produioù a zeu eus an dourc'hounezerezh
  • Boued ha yec’hed
  • Lec’haveiñ ar filierennoù boued
  • Melestriñ ar produiñ en ijinerezh boued
  • Melestriñ ar riskloù indusriel

DSSTE - Diplom Skol-veur Studioù Teknologel Etrebroadel

Kemper Breizh Izel (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh