Ar gevredigezh Gros Plan
Abaoe 1982 e vez kinniget gant ar gevredigezh Gros Plan ur programm oberoù deskadurezh arzel er sinema. Gant-se o o deus gallet meur a remziad arvesterien sevel ur sevenadur filmoù evito. Ar pal eo deskiñ d’an dud karout ar sinema ha derc’hel d’ul liesseurted sevenadurel dre berzh un dibab bras a ginnigoù diwar-benn ar sinema, hag a ro c’hoant d’an dud da zigeriñ d’ar sevenadur e doareoù a bep seurt.
Pal obererezh Gros Plan eo :
- Dihuniñ kuriusted an holl arvesterien, pa welont filmoù bannet en ur sal en o yezh orin.
- Lakaat anavezout istor ar sinema, kenedouriezh ar sinema.
- Reiñ digor d’an niver brasañ a skolidi hag a vugale war sevenadur ar filmoù
- Enframmañ sevenadur ar filmoù en Deskadurezh Stad, dre stummañ kelennerien peurgetket.
- Kemer perzh e diorroadur ur pleustr sevenadurel a-zoare en ur skoulmañ liammoù etre ar re yaouank hag ar sinema, etre ar re yaouank hag ar sal-sinema.
Kefridioù pennañ
- Buhezekaat ar sinema Kae Dupleix.
- Kenurzhiañ ar stignadoù Skol ha sinema ha Skolaj er sinema en departamant
- Aozañ stajoù evit ar stignad Skolaj er sinema, stajoù evit kelennerien Steuñv Akademiek ar Stummañ.
- Programm evit an Dud Yaouank : programmañ ha harpañ an abadennoù, stummañ buhezourien.
- Kenurzhiañ war an dachenn ar stignad Treizherien Skeudennoù
- Sevel abadennoù evit brudañ ar filmoù « Enklask ha Dizoleiñ », « Tud Yaouank » ha « Glad ha roll », a roio tro d’ar C’hae Dupleix da gaout an tri label arz hag esae-se.
Kevelerien
- Kêr Gemper
- Renerezh-rannvro an Aferioù Sevenadurel e Breizh
- Kuzul-departamant Penn-ar-Bed
- Renerezh-departamant ar C'henstag Sokial
Kevredigezh Gros Plan
38, straed ar Rakkêr - 29000 Kemper
Pgz 02 98 53 74 74 - Plr 02 98 53 57 79 - contact@gros-plan.fr
Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn Gros plan.