Embregerezhioù hag o deus choazet an tolpad-kêrioù ha Bro-Gerne.
War dachenn industriezh ar boued
War dachenn industriezh ar boued
- Cafés Coïc – Krazañ kafe
- Germicopa – Krouiñ gouennoù avaloù-douar nevez
- Entremont – Produiñ boued-laezh
- Lampaulaise de salaison (stroll Turenne Lafayette) – Produiñ charkuterezh
- Meralliance (stroll Thaï Union Frozen, Thailand) – Produiñ pesked mogedet
- Père Dodu (stroll Doux) –Fardañ meuzioù keginet enno kig-yar
- Saupiquet (stroll Bolton, Italia) – Fardañ boued-mir diwar pesked
Ostilhoù ha servijoù evit industriezh ar boued
Ostilhoù ha servijoù evit industriezh ar boued
- Capic – Ijinañ ha sevel ostilhoù evit poazhat hag evit skignañ, evit industriezh ar boued
- Hema Sidel (stroll Barry Wehmiller, US) – Ijinañ ha sevel mekanikoù evit leuniañ gant produioù ha dourennoù
- Krampouz – Ijinañ ha fardañ pilligoù, galfrezerioù, planchas, grilhoù evit an dud a vicher hag an dud all
- Labexia (stroll Carso) – Labourva dielfennañ war dachenn industriezh ar boued
- Labocéa – Labourva dielfennañ ha kontrolliñ e-keñver ar yec’hed
- Lima – Sevel mekanikoù da ziveskañ ar c’hig