Filierenn an touristerezh

Un touristerezh peder steredenn

Ur gêr arz hag istor, etre an douar hag ar mor, eo Kemper, kêr-benn Kerne evit an ekonomiezh hag an touristerezh. Gant an tolpad-kêrioù en-dro dezhi, e kalon Breizh a zo youl ha lañs ganti, eo ul lec’h priziet kalz gant an douristed.

Etre an hengoun hag ar gizioù modern, eus ar feilhañserezhioù brudet betek an teknologiezhioù nevesañ, eus kêr ar Grennamzer betek ar stalioù niverus, ez eo Kemper, ha Bro-Gerne d’he heul, ur vro enni un endro naturel ha monumantoù dispar.

N’eus ken soñjal en iliz-veur Sant-Kaourantin, er ramparzhioù, e kaeoù an Oded, karter Lokmaria, e kêr Lokorn, Beg ar Raz pe Beg an Dorchenn, en Inizi Glenan pe en aodoù ar Vro Vigoudenn.

Al lec’h kentañ e Breizh evit a sell ouzh niver an nozvezhiadoù en tachennoù-kampiñ eo Kemper Kerne. Gant 3 500 a bostoù-labour well-wazh ha 450 milion a euroioù degaset war-eeun d’ar vro bep bloaz, e sikour an touristerezh reiñ lañs d’an ekonomiezh da vat.

Un touristerezh aferioù war greskiñ

E Kemper e kaver frammoù hag ostilhoù evit degemer diouzh ar gwellañ emgavioù micherel gant ar c’hevredad ekonomiezh kemmesk (SEM) Kemper Darvoudoù, a ra war-dro aozañ an emgavioù-se.

Park diskouezadegoù Kemper Kerne, nevesaet ha kresket n’eus ket pell zo, eo al lec’h evel zo dleet evit delc’her abadennoù meur (saloñsoù, sonadegoù, arvestoù, darvoudoù sport…). Gant un dachenn liezimplij, enni daou hall (ar Pavilhon hag an Artimon) hag ouzhpenn 8 000 m2 toet, a c’haller kempenn evel ma karer diouzh an degouezh.

Ouzhpenn se emañ kreizenn ar c’hendalc’hioù an Tog Ruz (a vo digoret e 2016), ul lec’h hep e bar er c’hreiz-kêr istorel, en dachenn kempennet evit an dud war droad (tost 2000 m²). Kendalc’hioù, seminarioù, kollokoù, emvodoù meur, predoù aferioù, arvestoù ha lidoù-degemer, meur a zoare zo d’implijout kreizenn ar c’hendalc’hioù ha gallout a reer feurmiñ anezhi en he fezh.

Fellout a ra deoc’h aozañ un abadenn ? Fellout a ra deoc’h ober anaoudegezh gant an dud a labour war dachenn an touristerezh aferioù e Kerne (letioù, treuzdougen, boued...) ? Kit e darempred gant servijoù Burev ar c’hendalc’hioù (kaset en-dro gant skipailh Kemper Darvoudoù), hag a ray war-dro pep tra :

  • Ambroug ac’hanoc’h pa zeufoc’h da vizitañ al lec’h
  • Merañ an enskrivadurioù hag an aozañ
  • Mirout kambreier el letioù
  • Mirout doareoù treuzdougen
  • Predoù
  • Prientiñ deoc’h obererezhioù e-maez al labour evit ober anaoudegezh gant Kemper ha Kerne

Kemper Darvoudoù - 32 bis straed Stank Vihan, 29000 Kemper - Pgz 02 98 52 00 16 - contact@quimper-evenements.fr - www.quimper-evenements.fr

Ti an Douristed Kemper Kerne

Ti an Douristed Kemper Kerne

Bep bloaz e tremen etre 160 000 ha 200 000 a dud e Ti an Douristed Kemper Kerne, gant se emañ en 3e plas e Breizh, war-lerc’h Sant-Maloù ha Roazhon. Anavezet eo evit an doare ma vezer degemeret ennañ : lakaet eo bet er rummad 1 hervez ar merk « Kalite touristerezh » a vez roet gant Kevread broadel Tiez an Douristed ha Tiez an Degemer. Gant kement-se e reer enor d’al labour graet evit mont war-zu ur galite uhel.

E gefridioù pennañ eo degemer ha titouriñ an dud, brudañ ar vro ha kenurzhiañ labour ar re a zo war dachenn an touristerezh er c’hornad. Meur a zek kraflevr (herberc’h, baleadennoù, lec’hioù da welet…) hag ul lec’hienn Internet klok a vez kinniget d’ar vakañserien.

Kinnig a ra meur a servij :

  • programm ar festoù hag an abadennoù sevenadurel,
  • gwerzhañ skritelloù,
  • gweladenniñ Kemper da-heul heñcherien-prezegerien (meret asambles gant ti ar glad Kemper),
  • aozañ kendalc’hioù ha seminarioù, pourmenadennoù e kirri-boutin,
  • bilhedoù evit arvestoù pe evit mont da bourmen war vor,
  • mirout kambroù e letioù,
  • servij degemer (chomadennoù graet ha tout evit strolladoù pe tud o-unan), ar Pass’Kemper (asambles gant servij ar glad)…
  • evezhiañ ha kontrolliñ ar ranndioù meurblet hag ar c’hambroù ostizien,
  • sellet a-dost ouzh mont en-dro an touristerezh (lakaat goulennoù ar viziterien a-geñver gant ar respontoù a vez degaset dezho).

Abred-tre en deus gallet ti an douristed ober gant ar binvioù niverel, ar pezh en deus degaset cheñchamantoù en doare d’ober war-dro an touristerezh : goulennet e vez ar ger « Kemper » ur milion a wechoù bep bloaz dre Google. Evit respont d’ar goulennoù ez eus bet digoret ul lec’hienn etreoberiat hag unan a-ratozh evit ar poellgomzerioù : www.quimper.mobi. Ganto e vezer kaset da weladenniñ Kemper gant kalz a lañs.

Enno e vez kavet ar pretioù a servij an dud da 10e30 diouzh an noz, pelec’h ez eus plas el letioù, programm ar sinema… hag an arload a blij kalz, e stumm ur serious game « Kevrinoù Kemper », ur c’hoari deskiñ evit Iphone hag Ipad, gant nav luziadell warn-ugent. Emañ ti an douristed er rouedadoù sokial da vat ivez : Facebook, Twitter ha Flickr.

Ti an Douristed Kemper Kerne, 8, straed Elie Fréron - 29000 Kemper - www.quimper-tourisme.com - www.quimper.mobi - Pgz 02 98 53 04 05

Kemper Kerne, Breizh a-bezh enni tout

Kemper Kerne, Breizh a-bezh enni tout

Roet eo bet al label « Lec’h touristel » da Gemper Kerne gant Rannvro Breizh. Sachet e vez an dud war-zu Kerne ha gant se ez eo an dachenn bennañ evit an touristerezh e Penn-ar-Bed hag ul lec’h brudet e Breizh. War an arvor emañ al lodenn vrasañ eus al lec’hioù a bep seurt evit degemer an dud (letioù, tachennoù-kampiñ, kêriadennoù vakañsiñ, tiez ha ranndioù da feurmiñ goullo pe meurblet, kambroù ostizien…), met ur bern traoù kaer a gaver ivez en douaroù.

Unan eus al lec’hioù touristerezh kentañ e Breizh eo Bro-Gerne e-keñver niver an nozvezhiadoù ha niver ar plasoù el lec’hioù degemer, hag ouzhpenn se eo stankoc’h ar chomadennoù kenwerzh enni, dreist-holl en tachennoù-kampiñ hag er bodoù feurmet. Plijout a ra Kerne d’an dud abalamour d’an obererezhioù liammet gant ar mor, d’ar festivalioù, d’ar pezh a vez krouet gant arzourien, pe c’hoazh d’ar boued. Muioc’h eget e lec’h all ez a an douristed eus an eil penn d’hor c’hornad d’egile evit gwelet lec’hioù brudet-kaer evel al Lec’hienn Veur a Frañs Beg ar Raz hag ar C’hab, ar C’hêrioù Arz hag Istor Kemper ha Konk-Kerne, Enez-Sun, an Inizi Glenan, Pont‐Aven, ar C’hêrioù Neuziet-kaer Lokorn ha Pontekroaz, Kemperle ha kement zo.

Kemper Kerne, ul lec’h degemer dispar…

  • 1 lec’h degemer e Breizh e-keñver an nozvezhiadoù en tachennoù-kampiñ
  • 56 % eus ar plasoù e Penn-ar-Bed, 17% eus ar plasoù e Breizh
  • 233 100 gwele evit touristed
  • 16 milion a nozvezhiadoù brasjedet
  • Ouzhpenn 5 000 a abadennoù ha festivalioù bep bloaz (en o zouez Gouelioù Kerne e fin miz Gouere 90 vloaz zo)
  • 330 km aodoù ha 122 lec’h evit an obererezhioù merdeiñ gant animatourien
  • Hentig ar valtouterien hed-ha-hed an aod eus Kraozon betek ar Pouldu, 800 km troiadoù MTB, hentoù marc’hegezh

…e kalon Breizh a sach an dud

  • 4e lec’h degemer touristel e Frañs
  • 1 rannvro evit an obererezhioù merdeiñ
  • 9 milion a viziterien bep bloaz
  • 92 milion a nozvezhiadoù
  • 66 000 post labour bep bloaz well-wazh, tost 75 000 e-pad ar maread touristel (8% eus PDK Breizh)

Kelaouiñ ac’hanoc’h, sikour ac’hanoc’h : heñchañ an ekonomiezh

Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex

Rener : Laurent Bruchon

Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh

Kemper Breizh Izel (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh