Filierenn an energiezh

Energiezhioù er penn a-raok

Biogaz e purlec’h ar Gornigell

Diwar tretiñ an dourioù lous e teu fank hag a vez stoket bep ma vezont produet. Da gentañ e vez tevaet ar fank, goude-se e vez lakaet mikro-organegoù (bakteri) enno, dezho da vont da viogaz. Diwar ar biogaz-se e vez produet energiezh da lakaat ar purlec’h da vont en-dro.

Evit ar mare, ar pezh a vez produet a re a vez devet dre ur flammerenn, met a-raok pell e vo kaset betek rouedad GRDF. Rak divizet he deus Kemper Breizh Izel sevel ul labouradeg da buraat er Gornigell. Ganti e vo gallet tennañ ar CO2. Gant ar metan e vo produet energiezh evit 50 tiegezh.

Ur « c’helc’h frank » eo : an dud a zo o chom er gumuniezh a adtap ar gaz bet produet ganto.

Prest e vo al labouradeg da vont en-dro a-benn fin 2016. Koustañ a ray 1,2 milion a euroioù PTM.

Vol V, ul labouradeg vetanaat

Emeur o sevel kreizenn viogaz ar Gelen Vras ha dleout a rafe mont en-dro a-benn fin 2016. Unan eus ar re gentañ e vo e Frañs o produiñ biometan da vezañ kaset en ur rouedad : un energiezh hag a c’haller stokañ, a vez produet dibaouez ha gant sikour barregezhioù ar vro. Degas a ray kalz a vad ha brud vat da Vreizh.

Tretet e vo, gant an unvez, 30 000 tonennad a zanvez organek digant industriezh ar boued e Kemper (etre 40 hag 50 %), digant labourerien-douar Sant-Evarzeg (etre 40 hag 50 %) pe ar re a zo staliet 7,5 km ac’hano d’ar muiañ, ha digant ar strollegezh (5 à 10 % – diwar touzañ al leton, lakaomp).

Ar biometan produet a yay d’ober :

  • kement hag ar pezh a vez implijet gant 6 300 a dud
  • div wech ar pezh a vez impljet gant ar busoù dre c’haz eus Kemper

Roet e vo ar c’hoazhadoù (an danvez a chom ur wech tretet ar fank ha tennet ar metan) d’al labourerien-douar da zegas temz d’o douaroù. Evel-se e vo espernet 60 tonennad a amonitrat bep bloaz.

Koustañ a ray 9 M€ sevel al labouradeg (40 % a vo evit paeañ embregerezhioù eus Breizh).

www.vol-v.com

Ober ar cheñchamant energiezh gant Blue Solutions (stroll Bolloré)

En Erge-Vras, el labouradeg Blue Solutions, e vez ijinet ha savet batiri litiom evit :

  • Bluecar, e gwerzh abaoe 2004
  • Bluebus, 6 metr ha 12 metr dezho, a vez implijet gant kalz rouedadoù treuzdougen boutin, evel e Teurgn, Baiona, Dugelezh Veur Luksembourg, pe c’hoazh evit kas an dud betek Menez-Mikael-ar-Mor
  • Bluetram

E-touez an doareoù nevezus-se da vont e kaver ivez bigi tredan hag ar rouedadoù kirri tredan kenlodet e meur a gumun e Frañs (Pariz, Lyon, Bourdel hag ar c’humunioù sko outo) hag e broioù estren.

Ret eo gouzout ez eo Bolloré ar stal industriezh nemeti er bed he deus dibabet paouez gant an teknologiezhioù klasel gant plom ha trenkennoù evit produiñ batirioù hag a ya en-dro gant litiom metal polimer (LMP). En holl ez eus bet lakaet tost da 2 viliard a euroioù en afer ganti.

www.blue-solutions.com

Rod-dour Sabella

Rod-dour Sabella

SABELLA zo ur stal ijinerezh ha mestroniezh al labourioù war dachenn an energiezhioù mor, dreist-holl ar rodoù-dour. E 2008 e oa bet digoret un hent nevez gant SABELLA pa oa bet staliet « SABELLA D03 », ar rod-dour dindanvor gentañ e Frañs.

Labourat a ra SABELLA war an energiezhioù e bed ar mor hag ar stêrioù gant obererezhioù ijinerezh, mestroniezh al labourioù ha pourchas teknologiezhioù prest ha tout evit implijout an energiezhioù hidrosinetek.

Gant he skiant-prenet nevezus hag he labourioù evit gwellaat he zeknologiezh emañ SABELLA e-kreiz an neveziñ ha fellout a ra dezhi tennañ gounid eus se evit solutaat he zeknologiezhioù. Un taol kaer e oa bet e penn kentañ miz Du 2015, pa oa bet lakaet ar rod-dour D10 er mor, er Froñveur e-kichen Enez-Eusa, ha luget ouzh ar rouedad.

Ar pazennoù da zont ? Amprouiñ penaos e c’hall an droelldrod produiñ ar muiañ a energiezh ha kas an energiezh-se e rouedad Eusa, amprouiñ an doare ma ya en-dro e-pad ar goañv ha dastum kement a sell ouzh he ferzhioù abalamour d’an testeniekaat teknikel.

Ha war an tu mat ez a red an dour evit stal Kemper. Muioc’h-mui a dud zo dedennet gant teknologiezh SABELLA : d’ar 15 a viz Here e oa bet sinet un emglev e Manila, e Filipinez, evit staliañ a-benn 2018 3 pe 4 mekanik dindanvor en ur strizh-mor, 5 gwech brasoc’h o galloudegezh eget ar rod-dour D10.

www.sabella.fr

Kelaouiñ ac’hanoc’h, sikour ac’hanoc’h : heñchañ an ekonomiezh

Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex

Rener : Laurent Bruchon

Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh

Kemper Breizh Izel (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh