• Brezhoneg

Sikour ac’hanoc’h diouzh hoc’h ezhommoù

Kemper Breizh Izel a sikour hoc’h embregerezh da vont war-raok ha d’en em ziazezañ da vat en he zakad.

Sikour en em staliañ

  • 40 hektar tachennoù dieub war an takadoù obererezh a zo er gumuniezh.
  • 2 vagouri an embregerezhioù, unan anezho evit an traoù nevezus ; un ti an embregerezhioù, meur a atalier da c’hortoz.
  • Sikour klask lojeiz war an tachennoù prevez.


Sikour ac’hanoc’h da glask skoazelloù argant

Argantaouiñ ho raktresoù, dreist-holl dre ar poloù kevezusted.

Lakaat ac’hanoc’h e darempred

  • gant an dud a labour war an dachenn (kreizennoù teknikel, teknopoloù, kambroù koñsulel), abalamour da aesaat an traoù deoc’h.
  • gant ar re a zegas argant hag ar strollegezhioù lec’hel.


Forzh pelec’h e vefec’h en em gavet gant ho raktres e c’hall Kemper Breizh-Izel dont da sikour ac’hanoc’h da gas anezhañ betek penn.

Kelaouiñ ac’hanoc’h, sikour ac’hanoc’h : heñchañ an ekonomiezh

Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù
44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex
Rener : Laurent Bruchon
Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh