Filierenn ar mor

Ar mor e kalon hor bro

Splann eo ez eo Kemper Breizh Izel ar geinvro evit arvor Kerne hag enni e kaver obererezhioù e-leizh liammet ouzh ar mor. E Kemper, kêrbenn Bro-Gerne, e vezer tomm ouzh ar pezh a sell ouzh ar mor.

Kemper Breizh Izel zo :

  • ul lec’h produiñ, gant porzh ar Gornigell.

An nor da zont tre e Kemper dre ar mor eo, ennañ 8 000 m² a dachennoù e bord ar c’hae, takadoù kempennet plaen, tost ouzh kreiz-kêr Kemper hag ouzh an ostilhoù pouezus (aerborzh, gar, hent-tizh…).

Meur a embregerezh zo staliet eno dija : Herrvigi an Oded (kas tud dre vor), ar chanter-bigi er Gornigell, Sablimaris (produiñ traezh), Lafarge Bétons de l’Ouest...

  • un nor da vont etrezek ar mor (beg an Oded)
  • evel keinvro Kerne Porzh-pesketa ma labour 5 500 a dud, ma vez produet 25 % eus an danvez fresk pesketaet a vez diskarget e Frañs ; 4 c’harter marilhañ zo ennañ (Douarnenez, Gwaien, ar Gelveneg, Konk-Kerne).
  • ul lec’h ma kaver ur bern aozadurioù harpañ evel Kambr kenwerzh hag industriezh Kemper-Kerne, ar C’huzul-departamant, sez Kef ar Mor, ABAPP, bodad-departamant ar pesketaerezh, DDTM, teknopol…
  • ul lec’h ma’z eus staliet embregerezhioù lañs gantoevel :
    • Ufast (sevel bigi damreut, bigi micherel)
    • Marinelec (ijinañ ha sevel ostilhoù elektronek d’eveshaat hag alarmoù evit ar bigi)
    • Meralliance (produiñ pesked mogedet)
    • Saupiquet (fardañ boued-mir diwar pesked).

Kelaouiñ ac’hanoc’h, sikour ac’hanoc’h : heñchañ an ekonomiezh

Ti-kêr ha Tolpad-kêrioù

44, plasenn Sant-Kaourantin - CS 26004 - 29107 Kemper cedex

Rener : Laurent Bruchon

Sekretouriezh : pgz 02 98 98 87 83 - economie@quimper.bzh

Kemper Breizh Izel (BR)
Contact

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh